Gwregelourez, stourmerez, skrivagnerez e oa Angel, ur vaouez leun a gouraj, ur plac'h en he sav, merc'h labourerien douar deuet da vout mamm hec'h unan o tesevel he bugale, o kavout amzer da skrivañ istorioù a bep seurt, romantoù istorel, kontadennoù...
Deuet e oa Angel e kleub lenn Kemperle e mediaoueg evit kontañ kaoz gant skipailh lennerien ar vro : ha dezhi da lakaat an dud da c'hoarzhin gant al levr graet berzh bras gantañ : beaj Jabel.
Plijus ken-ken e oa ar vaouez. Gant ma vo kement a blijadur gant an dud a vo ganti er bed all !