Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/19/19582_1.jpg
Alain Le Gouill e Maison du Vélo Kastellin.
- Enquete -
Kastellin, kerbenn ar marc'houarn evit Tro bro C'Hall ?
Bremañ p'eo echu Tro Bro-C'Hall eo poent soñjal er redadeg 2011. Ha tremen a raio dre departamant Penn-ar-Bed gant ma vo diskoulmet kudenn Menez Kelec'h, e Kastellin. Fellout a ra da Christian Prud'hommes, rener ar redadeg ha da bennoù bras ASO1 e errufe ar rederien e laez Menez Kelec'h. Met siwazh,
Par Fanny Chauffin pour ABP le 26/08/10 20:34

Bremañ p'eo echu Tro Bro-C'Hall eo poent soñjal er redadeg 2011. Ha tremen a raio dre departamant Penn-ar-Bed gant ma vo diskoulmet kudenn Menez Kelec'h, e Kastellin.

Fellout a ra da Christian Prud'hommes, rener ar redadeg ha da bennoù bras ASO1 e errufe ar rederien e laez Menez Kelec'h. Met siwazh, un takad gwarezet eo hemañ, dindan stumm un Znieff2. Goulennet en deus Michel Echaubard, prezidant ar CNPN3 ma vefe savet ur roll eus kement loen ha plant a zo war an takad-se. Ne vo ket graet dindan un nebeud sizhunioù. “Re a amzer a gemerfe” eme Denis Olagnon, is-prefed Kastellin. Ret eo ober 'mod all eta.

Prenañ un dachenn

Prest eo an ti-kêr da studiañ un diskoulm all, prenañ un dachenn 200 metrad hed ha 10 metrad ledanded a-benn sevel un hent nevez, a vefe kenstur gant krec'hienn Menez Kelec'h. “Unan eus an diskoulmoù diwezhañ eo hemañ” a ziskleir Nadine Le Graet, pennrenerez servijoù an ti-kêr. Met n'eo ket ken aes ha se. Ne fell ket da Jacques Trellu, perc'henn an dachenn, gwerzhañ e zouar. Ne ginnig nemet feurmiñ anezhi evit 35 bloaz. “Re verr amzer eo” a respont Gaëlle Nicolas, maer Kastellin. Ne fell ket dezhi ober frejoù, evel difroastañ ha ledañ 2 000 m2 a vitum war un dachenn ne vefe ket an ti-kêr perc'henn warni.

War hir dermen

Prest eo an ti-kêr da lakaat nerzh er raktres ma vefe sur da welet ar redadeg o tont da Gastellin alies a-walc'h. “Met ar wech-mañ eo loc'het fall” eme ar maer, o tegas da soñj ne fell ket dezhi dispign muioc'h eget ma ra ar c'hêrioù all evit degemer ar rederien.

War a seblant n'eo ket chalet-bras paotred an ASO. Dont a raint betek Kastellin e fin ar miz. Ti-kêr Karaez, eus e du, en deus roet da c'houzout e c'hellfe bezañ dedennet ma n'ez a ket an traoù war-raok e kêr ar stêr Aon. “Mont a raio founnus bremañ” eme Alain Le Gouill, prezidant ar Boucles de l'Aulne. War-dro an 20 a viz Here e roio an ASO da c'houzout dre belec'h e tremeno ar redadeg a-benn bloaz. Lañset eo ar sprint.

1.  ASO : Amaury Sport Organisation, embregerezh aozañ Tro Bro-C'Hall.

2. Znieff : Zone naturelle d'intérêt écologique, faunistique et floristique

3. CNPN : Conseil National de la Protection de la Nature

Yann-Fañch Jacq

Cet article a fait l'objet de 1665 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons