Gouel Vreizh : bugale ar vro o kanañ e brezhoneg
Skolioù ha klasoù divyezhek ar C'hocopak (Kumuniezh Kumunioù bro Kemperle) a zo e Kemperle, Skaer, Tremeven, Kerien, hag e Molan a-benn an distro-skol.
Setu 70 bugel o kanañ asambles e sal ar C'hoad Kaer, ur c'han dastumet gant Gi Penseg ("a-benn dilun") hag unan all, kompozet gant Gwenole Larvol.
Labouret o doa an daou rummad asambles evit prientiñ ar gouel. Chom a ra bremañ da ginnig muioc'h mui a stalioù e brezhoneg evit ma vefe an unneg parez a chom gant bugale a oar yezh ar vro.