Kinniget oa bet un abadennig plijus-tre gant an teir flac'h, mignonezed abaoe pell, e skol Diwan, e skolaj, el lise, e "Allah's kanañ", krouet ganto un trio nevez : "Glav a ra".
Skrivañ a reont, filmañ a reont, kanañ a zo pouezusoc'h pouezusañ evito. Ma vefe kan "lyrique" gant "Zwei Schwester", pe traoù hengounel, pe tonioù evit ar vugale, ne baouezont ket da vousc'hoarzhin, hag an doare flour o deus da ganañ a lak tout an dud en o aes. Den ebet oc'h ober trouz, daoust d'an hanterkant bennak a dud deuet da zebriñ krampouezh e ti Billig e Gemperle.
"C'hwi a gano" oa bet graet a-drugarez dezho. Neuze, a vloaz da vloaz, e vo moarvat, kalz a abadennoù a galite kinniget ganto, ar brezhoneg e dilhad Sul, ma vefe war leurennoù Breizh, e chapelioù bro Leon, pe c'hoazh, war You Tube e bed ar bezh, e-giz vez graet dija gant Perynn abaoe bloavezhioù...