- Agenda -
Kafedi Yezh : Ar c'hrennvrezhoneg
Kafedi Yezh : ar c'hrennvrezhoneg, lusket gant Yannig Laporte. D'ar Sadorn 29 a viz Ebrel 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 28/03/17 21:06
Kafedi Yezh : ar c'hrennvrezhoneg, lusket gant Yannig Laporte.
D'ar Sadorn 29 a viz Ebrel 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper.
Kinniget e vo deoc'h un alberzh eus ar brezhoneg komzet - ha skrivet - etre an XIIvet hag ar XVIIvet kantved.
Liesseurt eo an danvez, muioc'h eget a vez soñjet peurvuiañ. Lakaet e vo ar gaoz war an emdroadurioù pennañ ha danvez ar skridoù deuet betek ennomp.
Mard eo bet levezonet kalz gant ar galleg, n'eo ket peurc'hallekaet kennebeut.
Gerioù, troiennoù ha perzhioù predenek - lod anezho heñvel e kerneveg pe e kembraeg en deiz hiziv - a zo chomet bev-mat.
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…
Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all
Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro