Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" ; ha goude ?...hag a-raok ?" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Yaou 28 a viz Here 2021, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Setu erru neuze mare kala-goañv. Gant petra e c’hallfemp plediñ neuze ?
Gouelioù sot-nay made in USA mat evit bugaligoù un disterig diwezhat ? Pe chom gant ur meneg diwar-c’horre eus ar re dremenet gant arouezioù ken sot-nay all a gaver war ar rouedadoù kevredigezhel ?
Ha ma tennfemp, er c’hontrol, digarez eus gouel an Anaon evit, dres, gouzout hiroc’h diwar o fenn ? Ha komz siriusoc’h – pezh ne dalvez ket "tristoc’h" evit se – eus an tabou klokañ a c’hall bezañ : ar VARVIDIGEZH (an darvoud) hag ar MARV (ar stad a zeu da heul) ? N’eo ket tre, da gentañ-holl, diouzh sell ar relijion-mañ-relijion : diouzh sell an enklaskoù skiantel a vez kaset war-raok ne lavaromp ket, abaoe labourioù Raymond Moody hag Elisabeth Kübler-Ross er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970 pergen ne lavaromp ket. Da c’houde e c’hallimp keñveriañ disoc’h an imbourc’hioù-gant kredennoù hengouel ar relijioù pe gant kredennoù "folklorel" ar bobl-mañ-pobl : ha dislavarus e vefent ? Ha doareoù poblek ha denel e vefent, er c’hontrol, da ziskrivañ pezh a c’hoarvez pe a c’hoarvezo da bep hini ac’hanomp ? Rak, ha pa’z afe da get hon emskiant pe ha kendalc’hfe, diaes eo goulakaat e varfemp e doareoù disheñvel diwar zigarez omp Brezhoned pe Papoued, diwar zigarez hon c’hredennoù relijiel pe folklorel disheñvel.
Hogen ma c’haller bezañ prederietoc’h, evit abegoù anat, gant pezh a c’hoarvez "goude", prederiañ don war ar "goude" a zegas buan da brederiañ war an "a-raok" : prederiañ war ar marv a zegas, pezh a zo pouezusoc’h a-benn ar fin, da brederiañ war ar vuhez. Ha penaos e voe "krouet" hon emskiant, tra dizanvezel ? Eus an danvez, dres, evel disoc’h un argerzh kimiek luziet savet gant neuron hon empenn ? Pe, er c’hontrol, abalamour da natur disheñvel-krenn an emskiant (tra dizanvezel) ha ar c’horf (tra danvezel), o defe tonkadoù disheñvel a-raok ha goude hor "buhez" denel : bezañ krouet diwar kelligoù deuet eus hon tadoù hag hor mammoù, mont da boultr goude hon tremenvan, evit ar c’horf ; bezañ bet a-raok ha kenderc’hel da vezañ da c’houde, evit an emskiant ?
Lakaomp neuze e c’hallfe bezañ ur gwirvoud en tu-hont d’ar pezh hol laka hon emskiant denel da verzout : petra e c’hallfe bezañ ? Ha gallout a rafemp mont e darempred gantañ ? Ha reizh e vefe klask en ober ?
Anat a-walc’h ne vo ket displeget deoc’h, krenn-ha-krak "Setu pezh a c’hoarvez ha pezh a zo da c’houde", met kentoc’h "setu pezh hol lak da soñjal disoc’hoù an enklaskoù". N’eus ket anv amañ da "c’houzout" : "gouzout hiroc’h" ne lavaromp ket.
Diwallit ! Trugarez da blegañ ouzh ar reolennoù a zo rediet deomp gant ar Stad c’hall a-fet “pass sanitaire“, maskloù ha kement ‘zo. Endalc’het eo ar Finnegans, a zo hegarat a-walc’h d’hon degemer, da lakaat ar reolennoù-se da vezañ doujet outo gant neb a zeu e-barzh.
A-hend-all, ma n’eus ket da baeañ evit kemer perzh, trugarez da evañ ur banne bennak da vihanañ, ne vern petra a vefe, pezh a zo an nebeutañ a c’hallomp ober evit ar Finnegans.