Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Pouev Taole er Grennamzer goshañ
Pouev Taole er Grennamzer goshañ
- Agenda -
Kafedi Istor - "Galloudoù ha kevredigezh lec’hel er Grennamzer goshañ e Breizh (6vet-10vet kantved)"
Kafedi Istor : "Galloudoù ha kevredigezh lec’hel er Grennamzer goshañ e Breizh (6vet-10vet kantved)" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 18 a viz Genver 2020, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 12/01/20 19:55

Kafedi Istor : "Galloudoù ha kevredigezh lec’hel er Grennamzer goshañ e Breizh (6vet-10vet kantved)" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 18 a viz Genver 2020, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude bezañ studiet Istor "bras" Breizh, gwelet eus ar c’hrec’h, politikel dreist-holl (renadoù politikel, ensavadurioù, brezelioù…), eus he derou (5vet/6vet kantved) betel 1790, e tistromp hevlene da zerou Breizh da studiañ er wech-mañ, gwelet eus an traoñ, buhez ar Vrezhoned e Breizh war ur skeul al lec’helañ ar muiañ (galloudoù lec’hel, buhez pemdeziek…)

Kregiñ a raimp neuze gant diazidigezh ar Vrezhoned e gwalarn Galia er 5vet/6vet kantved : petore frammoù lec’hel a lakjont en o flamm ? Penaos en em aozjont ? Petra a voe o buhez pemdeziek ? Petra a c’hallomp deskiñ gant an anvioù-lec’h ? Piv a bec’henne an douar ? Petra oa dezvad hiniennel an dud… ? Piv oa sternerion ar c’hevredigezhioù lec’hel ?

Voir aussi :
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons