Kafedi Istor : "Breizh e grez an duged kapetat (1212-1341)" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 24 a viz C’hwevrer 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Goude drouziwezh ar Blantajeneded e tegouezh, e 1212, e penn Breizh duged eus tiad Kapetiz, kendirvi rouaned Frañs. Gant Pêr Brizhkloareg hag e vab Yann Iañ Rouz e voe kendalc’het labour kreñvaat ar Stad vreizhat-kreiz diwar-goust ar varoned vras hag an Iliz pergen. En o grez avat, ha muioc’h c’hoazh e hini o warlerc’hidi (Yann II, Arzhur II ha Yann III), e sujas don an dugelezh da yev rouantelezh Frañs. Splann e voe al levezon c’hall diouzh ur sell politikel hag ensavadurel, met ivez denel (divroañ war-zu Bro-C’hall) ha kefredel (levezon mennozhioù, sevenadur, arz...Bro-C’hall). Daoust ma voe gant dale e tiorroas ar c’hêrioù gant savidigezh lec’hioù foran (koc’hu, ospitalioù, ilizoù…) hag astenn ar c’hêrioù war fabourzioù. Liammet e voe an diorren-se gant hini ar c’henwerzh hag an dornvicherioù.
War zonaat ez eas ar gristenidigezh, gant kendalc’h diorren urzhioù ganet a-raok (Sistersianed) pe reoù nevez krouet (kesterion : Frañsiskaned, Dominikaned…), pe personed hep o far (sant Erwan), ha pa vefe bet dre ziheñchañ lidoù kozh (Troveni Lokronan-Kerne, feunteunioù…).