- Agenda -
Kafedi Istor - Ar Stad vreizhat (15vet kantved)
Kafedi Istor : "Ar Stad vreizhat er 15vet kantved" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 7 a viz Ebrel 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 29/03/18 21:34
Kafedi Istor : "Ar Stad vreizhat er 15vet kantved" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 7 a viz Ebrel 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Goude trubuilhoù ren Yann IV e teu a-benn e warlerc’hidi er 15vet kantved da dennañ korvo eus diaesterioù o amezeion c’hall pe saoz e-pad Brezel Kant Vloaz, o chom dre vras neptu (Yann V) pe o stourm gant Bro-C’hall (Frañsez Iañ ha Pêr II). Dre se e savjont, n’eo ket ur Stad vrezhon evel-just pa chome gallek, ur Stad vreizhat da vihanañ ne lavaran ket, mennet da dizhout ar riegezh klok, harpet gant ur gealiadurezh a rae dave da dremened roueel Breizh. Goude gwanidigezh ha bruzunadur ar galloud goude reuz ar Vikinged, savidigezh ensavadurioù kreñv gant ur galloud estren gant ar Blantajeneded hag an duged kapetat da c’houde, diazezadur lignez ar Voñforzhed en desped da youl rouaned Frañs er 14vet kantved, en ur c’henarroud gwall drubuilhus, e tegouezh dugelezh Breizh en he barr er 15vet kantved.

Voir aussi sur le même sujet :
Kafedi Istor, Moñforzhed, Istor Breizh, Krennamzer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…
Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all
Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro