Kafedi Istor : "Ar galloudoù e Breizh eus Alan Varvek d’ar Blantajeneded (936-12vet kantved)"
(lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 27 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Goude reuz ar Vikinged ez adlaka Alan Varvek ur Stad vreizhat en he flom. Disheñvel-mat e voe ar prantad nevez eus pezh a oa ergentaou rouantelezh Vreizh avat :
-n’eo ket mui ur rouantelezh a zo e Breizh, un dugelezh (d’ar gwellañ) ne lavaran ket.
-tra ma oa Breizh Erispoe ha Salaun unan vrezhonek e holl uhelidi (brientinion lik, menec’h…), oc’h astenn he levezon eus ar C’hornôg d’ar Reter, ez eo hiviziken Breizh muioc’h-mui emellet e c’hoari politikel priñselezhioù Kornôg Frañs, ha diwar un diazez staliet er Reter – lakaet er rouantelezh vrezhon un nebeud dekvloaziadoù ’zo hepken – (Roazhon ha Naoned) ez astenn ar galloud nevez war-zu ar C’hornôg ha diwar o c’houst.
-n’eo ket un dugelezh peurunvanet hag a weler c’hoazh en 10vet ha 12vet kantved, hag ar c’hevezerezh etre Roazhon ha Naoned a zo anat, pa n’eo nemet tamm-ha-tamm e kouezh ar C’hornôg dindan o levezon.
-war greskiñ ez a levezon manatioù broioù al Liger (Angers, Marmouster…) diwar-goust ar re vrezhon (Landevenneg, Redon, Kemperle…).
N’eo ket trumm avat ar c’hemm, hag e-pad pell e vez merzet roudoù eus amzer brezhonek ha keltiek Breizh. En 11vet kantved c’hoazh e toug al lodenn vrasañ eus aotrounez Reter Breizh zoken anvioù brezhonek, meneget eo Alan Fergan e Triadoù Enez Preden savet e Kembre…
Adalek an 11vet kantved e weler dres aotrounez lec'hel piaouañ evito o-unan galloudoù a oa re ar rieg betek-hen : ar c'hladdalc'helezh an hini eo.
Gant ar Blantajened da gentañ, en eil lodenn an 12vet kantved, gant Kapetiz da c’houde, e voe savet avat un dugelezh c’hallek kreñv, tra ma reas berzh an Adreizhadur Gregorian...a-drugarez da gloer c’hall pergen.