16 den tro dro ur banne kafe, pep hini a zegas un dra bennag da zebriñ, da evañ, da ziskouez, da rannañ gant ar re all...
Skol Diwan Kemperle, abaoe 15 vloaz e oa bet kroget da aozañ abadennoù simpl, e kantin ar skol evit lakaat brezhonegerien a-vihanig eus ar vro da eskemm, da ganañ, da zebriñ, ha ken simpl ha tra... da gomz brezhoneg etreze.
Diaes eo a-wechoù evit tud 'zo, tremen teir eurvezh hep ur ger galleg. Ret eo neuze adlavarout ar reolenn evit ma vefe an dud a gompren mat met ne gomzont ket ken brav, en em lakaat da zislipañ frazennoù a-bezh. Met brav eo da welout tud yaouank ha kozh mesket, tud laouen da gaout un emgav miziek evit eskemm, kanañ, c'hoarzhin... Gant ma vo ur "c'hafe pemp eur" e pep parrez, e pep lec'h e vez tud a gomz brezhoneg hag o deus c'hoant da eskemm e yezh ar vro.