Aet ar vedalenn aour gantañ evit e chouchenn e Trevarez, setu Henri Carduner o tegemer ac'hanomp er gêr, 'ba Skaer.
Desket en doa ober chistr ha chouchenn tregont vloaz zo. Labourer-douar eo bet, ha saver moc'h, o kemer perzh hardizh er « gavalcade » bep daou vloaz e Skaer. Ha krog anezhañ da gaout kentelioù ober war-dro ar gwenan en Enez Eusa, asambles gant tud ar vro. Barrek eo bremañ : tri lec'h en deus evit sevel an amprevaned, ha gouest eo da zispartiañ ar gwenan evit kaout meur a rouanez. Kollet en doa an hanter anezho un nebeud bloavezhioù zo, met 10 dregant anezho er bloaz-mañ nemetken. Gant ma pado e mod-se.
Graet e vez chistr ha chouchenn gantañ e-barzh barrikennoù koad kozh – 100 vloaz eo reoù zo en o mesk. Mont a ra da gerc'hat avaloù war an aod — gwelloc'h ha niverusoc'h du-hont eget e Skaer –, hag asambles gant e vignoned (pemp anezho) e lak anezho 'ba barrikennoù ha 'ba boutailhoù. Ha goude al labour e vez aozet gouel ganto.
Evit an abadenn « Tro-Dro Skaer » en em gavo Henri Carduner gant ar sportourien e fin ar valeadenn, ha kinnig a raio dezho un tanva eus e chistr hag eus e chouchenn. Tud a vo e-leizh, me 'lâr deoc'h !
Tro-dro Skaer, d'ar Sul 7 a viz Gouere, Boulodrome, etre 7e45 hag 11e45 (fin an enskrivadurioù).