D'ho pluennoù ! Bemdez e-pad ur mizvezh, betek an 31 a viz Meurzh e vo kaset haiku war an tem roet bep mintin.
An trede bloavezh eo. 'Bloaz paseet un daouzeg bennag a skriverien a gase haiku war an 31 ger a oa bet kaset dezho. Gant ma vint niverus ar bloaz-mañ evit aloubiñ ar web gant keloù mat ha gerioù e dilhad Sul gant an haiku nevez skrivet !
D'ar c'hentañ a viz Meurzh : al ludu
ar bajenn evit kas ho haiku ha lenn anezho : (voir le site)
Eostad ar bloaz paseet :
Haiwrimo – Haiskrivmiz
01 03 2016
E-touez ar geot
loenedigoù a bep seurt
saout o taskiriat.
Kirill Giraudon
Ur palenn war ar geot
Buoc'hig-doue
O redek war ma c'hroc'hen.
Gwenvred Latimier-Kervella
Geotenn ar werc'hez
levr kozh Jakez Riou
poultrenn hag awen.
Milena Krebs
Tamm ha tamm e teu
ar geot lentik ha tener
en nevez amzer.
Regine Guillamot
E-kreiz geot ar c'hleuz
e tihun lentik
promesa an hañv.
M.Ewen
02 03 2016
Kamp repuidi
daeroù c'hwerv ar bugel
o ouelañ d' e vamm.
Kirill Giraudon
Heol el liorzh
blaz c'hwerv war an teod
mat e vo ar chistr.
Milena Krebs
Pegen mantrus eo
darvoudoù c'hwerv er bed holl
en nevez amzer.
Regine Guillemot
War daol ar gegin
Ma banne sitroñs tomm,
C'hwervoc'h heol miz Meurzh
Annaig K
Ar goañv o pellaat,
aet he c'haredig ac'hann,
c'hwerv he soñjoù.
isabel Araujo
Difoupet an naer
diouzh he zoull klouar -
eñvorioù c'hwerv.
M.Ew.
C'hoant pellgomz d'am mamm-gozh
blaz c'hwerv ar wirionez
ma-unan on bremañ.
Gwenvred L.
03 03 2016
Ened Douarnenez
ur maskl Zorro war e fas
fier-ruz ar mous.
Kirill Giraudon
Bev bev mik
dindan maskl ' c'hroc'heneg
Kernitron al lann.
Milena Krebs
Ha tennet e vo maskl
an demokratelezh ?
fas gwirion Bro-C'hall.
Kirill Giraudon
Maskl kartoñs an ened
Daoulagad hep sell -
Spont ar bugel.
M.Ew.
Ger ar 04 03 2016 : ar pintig
Kousk-ahez er jardin
un abadenn a-feson
kan skiltr ar pintig.
Kirill Giraudon
Ar pintig er gwez
' baouezo ket da gano
daoust d'ar skorn.
MK
Pintet ar pintig
war skourr an halegenn
ar richer a red.
ME
Ger ar sadorn 5 a viz Meurzh 2016 : chom
Chom bev, chom plom
setu ar pezh a lâr, trist
an intanvez nevez.
MK
Chom pe monet kuit
kenderc'hel pe koll kalon
amañ 'mañ an dalc'h.
Regine Guillemot
Chom hep fichal
gourvezet war ar prad
dindan an neñv dinamm.
Mew.
Koumoul o redek
chom da sellout outo
ar wennili gentañ.
Kirill Giraudon
Ger ar sul 06 03 2016 : aon
Aon bras da goll
e skiant hag e vuhez
gwriet e vuzelloù.
MK
Skeudennoù diniver
naonek a beoc'h -
aon rak an estren.
ME
War an treuzoù,
chomet seizet ma c'harantez,
Aon rak he nerzh
Annaig K/
Soniri skiltr
ar pellgomz e-kreiz an noz,
kofad aon du.
Annaig K/
Ger al lun 07 03 2016 : an erc’h
Un tamm paper gwenn
evel an erc'h war ar maez
perak louzañ 'nañ ?
MK
Didrouz eo pep tra
erc'h 'zo bet war ar vro
kened eo pep tra.
Kirill Giraudon
Ebola zika
evel ar vosenn gwechall
aon 'zo da gaout.
Kirill Giraudon
Salud gwenn ar foeon
pleget o fennoù aour,
alazig mil pok erc'h.
Annaig K/
Gwenn ha klet
Menez Bre dindan e c'holc'hed erc'h
Sevel ri Gwenc'hlan ?
Annaig K/
Didrouz an erc'h
o nijal e pluennoù -
Mougañ ' ran.
Mai Ewen
Ger ar meurzh 08 03 2016 : gouelañ
Teulfilm en ordi :
o ouelañ dourek, dirak
karantez daou baotr.
MK
Kerezenn o ouelañ
gant an avel,
daeloù roz em blev.
Annaig K/
Sonennoù lirzhin
ha tonioù evit gouelañ
musik Iwerzhon.
Kirill Giraudon
Ger an 09 03 2016 : Labous-mor
Chomet hep tamall
an avel vor hag ar glav
bout ul labous mor.
MK
Barrad-amzer
ar mor ' tiswennañ -
diseblant al labous-mor.
Mew
Al laboused-mor
puchet war ar groashent-tro
kemenn gwallamzer.
Kirill Giraudon
Tro-dro d'al lastez
emgav al laboused-mor
sal-debriñ nevez.
HL
Ger an 10 a viz Meurzh : Bale
Bale disoursi
o selaou an douar :
un dihunig glas.
MK
Merc'hig ha mamm-gozh,
dorn-ha-dorn o varvailhat,
tenerat bale !
Annaig K/
Bugel diarc'hen,
kammedigoù diasur,
Trec'h meur ar bale.
Annaig K/
Bale dre al lann
skrilhed hag alc'hwedered
a son a bep tu.
Kirill Giraudon
Ar vale eeun
War-zu ar bez -
Dec'h c'hoazh oan bugel.
M Ew
Bale en avel
kezeg skreved herlegoned
er memes park.
KG
Brav ez eo bale
A soñje ar verienenn
Tost eus ar maen-sukr
HL
Ger ar gwener 11 a viz Meurzh : al loar
Lagad bras an troll
forest an Hedad, loar
va bugaleaj.
MK
Grilhed ha raned
a lid al loar-gann o sevel
frond ar wezenn-dilh.
Kirill Giraudon
Ganin 'hed an hent
ur vignonez a-feson
al loar-gann ken splann.
KG
Echu an emvod
straedoù didud ar gêr vras
falz lemm-aour al loar.
Annaig K/
War o z-hirt du
yud ur bleiz d'al loar-gann
stourm an Indianed.
Annaig K/
Tavet ar gaouenn,
ar bed en deñvalijenn,
mougadenn al loar.
Izabel Araujo
Loar-gann
yudal ar spont difoupet
diouzh ar bugaleaj.
M.Ew.
Sklêrijenn al loar
war al liorzh vras didrouz
peoc'h misterius
HL
Ger ar sadorn 12 a viz Meurzh : ar big
Kan divalav :
ar big a glask 'ar an hent
restachoù an noz yen.
MK
Staj brezhoneg hiziv
lorc'h an alarc'h war ar stêr
pig pe vran a gan.
Regine Guillemot
Ragach kreñv div big
heuliad nijadennoù berr
lez pe vreutadeg.
HL
Piged ar c'harter
bodet dindan an dervenn
ragach ha safar.
Jirill Giraudon
Eus ar gerezenn
betek ar binenn
ragach ar big saverez.
M.Ew.
Ger an 13 03 2016 : ar velion(enn)
War ar c'hlazenn c'hleb
stergannet a velion
perlez ametist.
Annaig K/
An douzerez geot
a-dal d'ar velionenn vrav
trec'h ar goantenn vresk.
HL
Ar melion bihan
'barzh da oto n' o gwelez ket
a-hed ar c'hleuzioù.
Kirill Giraudon
Melionenn sukret,
boked uvel ar c'hleuzioù,
madig ar bugel.
Izabel Araujo
Fleur glas-wenn ar voger
evel ur velionenn vras
echu eo ar goañv.
MK
Ger al lun 14 03 2016 : klask
Raden sec'h beuzet
dindan ar glav
klask a ran ma hent.
MK
Klask hag e kavi
Striv hag e teui a-benn
'Rabat koll kalon.
Regine Guillemot
Bugale laouen
strewet e liorzh Mamm-gozh
o klask vioù Pask.
Hervé Latimier
Ger ar 15 03 2016 : karr-samm
Paz ar c'hozh karr-samm
flaer gazol gantañ -
analañ ar rannigoù fin.
M.Ew.
Ger ar 16 03 2016 : yen (ijenn)
Yen-ki an amzer
a soñj ar c'hazh o kousket
e-tal an oaled
HL
War e galon noazh
o c'houlenn an aluzenn,
digasted yen-sklas.
Annaig K/
Ger ar yaou 17 a viz Meurzh : park
Galv dous ar plac'hig
An tad-kozh e foñs ar park
Poent eo debriñ lein
HL
Anvioù kantvloaziek !
parkoù freuzet, distrujet,
trec'h an ankounac'h.
Annaig K/
Park an Dimezell
touzet ha teilaet
- Keuz da frond ar melchon.
M.Ew.
Mesk-ha-mesk er park
saout hag herlegoned gwenn
oabl gris fin ar goañv.
Kirill Giraudon
18 oabl, neñv
Selloù direbech
par d'un oabl digatar
met piv eo an toueller ?
Annaig K/
Tra ma paro an heol
warnomp pep hini d'e dro
'Vo kalon er vro.
Rejin Guillemot
Lamm-froud yen marzhus
bannoù an heol o c'hoari
kanevedenn fru.
HL
Kammedoù kentañ
war an traezh klouar ha gleb,
boulc'het hent ar bugel.
Annaig K/
Divfronell klouar,
c'hwirinadenn veure,
flourig d'am c'hazeg.
Annaig K/
Traezhenn wenn, dour sklaer
neuial tostik d' hor c'hezeg
mor klouar Bro -C'hres.
HL
Glav ebet, skorn
o wennaat an douar, hag
ar bronsoù tener.
MK
Teñval-sac'h an oabl
ur barrad-glav o tommañ
uhel eo ar mor.
Kirill Giraudon
Er skol e skriv,
dre ar prenestr, an heol gwenn
ar varzhez eizh vloaz.
MK
Digor war ar bed
ha war jeu ar vuhez
daoulagad ar barzh.
Kirill Giraudon
Richan an evned
Barzhed diaes da gompren
Bamus koulskoude
HL
Mammig he skoaz tener
' gemer chagrin karantez
he c'hennardez.
M.Ew.
Start bezañ krennard
koulskoude e chom tud zo
a-hed o buhez
HL
Mut, serret warni
ne wel ket ar vuhez o tihun.
ne zebr ket mui netra.
MK
C'hoantoù o dazont
evel bigi distabil
war-raok ? war-gil ?
Annaig K/
C'hwil-derv miz Mae
mezv gant ar spern-gwenn e bleuñv
aet eo da gousket.
Kirill Giraudon
War an dervenn gozh
delioù bihan glas-tener
burzhud fin miz Meurzh.
Kirill Giraudon
Hag ankouaet hon eus
omp bet krennarded ivez
adober ar bed.
Kirill Giraudon
500 bloaz 'bord ar stêr
brankoù torret, ruskenn galet
Rouanez gwez-derv.
MK
Difiñv war ur bank,
Dindan bolz an derwenn gozh,
He selloù kollet.
Izabel Araujo
C'hwil-derv miz Mae
mezv gant ar spern-gwenn e bleuñv
aet eo da gousket.
Kirill Giraudon
War an dervenn gozh
delioù bihan glas-tener
burzhud fin miz Meurzh.
Kirill Giraudon
E skeud an dervenn
N'eo ket torret nerzh an deiz
Evajoù war an daol.
HL
War ar blasenn vras
red ha kej tud ar bourk,
feal, an dervenn.
Annaig K/
Lugan, fulor ruz,
dibunadeg er straedoù
an heol o c'hoarzhin.
Annaig K/
Evel ur rouanez
kaerat gwezenn stad enni
an dervenn habask.
Regine Guillemot
'N desped d'an amzer
daoust da galetat keloù
c'hoarzhomp a-bouez penn.
Regine Guillemot
Frond ha koroll
stlejerioù karget a deil -
an heol o c'hoarzhin glas.
Mai Ewen
C'hoarzadegoù mouk
e kreiz ar c'hlas, dirollet
daeroù kuzhet dezhe.
MK
Kalz vioù-koukoug
A-stlabez er romantoù
Hurlink embanner
HL
C'hoarzhin a ra vad
er bed a-vremañ, siwazh
alies c'hoarzh glas.
HL
Buan, paotr Leclerc
a skarzh uioù chokolad :
echu foar Pask.
MK
Brall ar c'hleier
vioù poazh livek
pennadig a beoc'h.
M.Ew.
'Istribilh er gwez
kuzhet er geot vioù
c'hoarzh ar vugale.
Kirill Giraudon
Koeñvet eo ar mor
fru strink hag eon diroll
skreved o c'hoarzhin.
KG
Gwelet konifled
O tañsal plin kreiz an noz
Ed-du betek re
HL
Ur c'had dirazon
an oto e brumenn an noz
bras evel ur c'hi.
PK
Bale el lanneg
konifled o c'haloupat
o lost bihan gwenn.
KG
Strewet el liorzh
lapinigoù chikola
- Joa digoachet.
Mai Ewen
Sonerezh Brieg
war leurenn Glenmor - liseidi
dirollet da vat.
MK
Dirollet an avel
ar goumoulenn bounner
' ziskarg he fulor.
M.Ew.
'Kreiz ar gorventenn
ur bern tud oc'h enrollañ
ar mor dirollet.
KG
Daoust d'al ludu
d'an teilh, d'ar parkeier mouk
glas tener an delioù.
MK
Mousc'hoarzh tener
an heol ' skediñ war ar Bed -
Ne bado ket.
M.Ew.
Strewet e pep lec'h
broñsoù ha delioù tener
barr-amzer diroll.
KG
Bugale laouen
brezhoneg leun o genoù
n'eo ket echu.
MK