Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Gwellañ hetoù a vloavezh mat 2007 a-berzh Bretons du Monde-OBE
Da geñver ar bloavezh nevez 2007, ar gengevredigezh Breizhiz ar Bed – OBE a gas he gwellañ hetoù evit 2007 kement d'ar Vretoned er vro ha d'ar re a zo o vevañ en douaroù tramor. Abaoe ouzhpenn 30 vloaz ez eo bet krouet an OBE, hon aozadur a dalvez bremañ,
Par pour Bretons du Monde le 1/01/07 9:01

Da geñver ar bloavezh nevez 2007, ar gengevredigezh BREIZHIZ AR BED – OBE a gas he gwellañ hetoù evit 2007 kement d'ar Vretoned er vro ha d'ar re a zo o vevañ en douaroù tramor. Abaoe ouzhpenn 30 vloaz ez eo bet krouet an OBE, hon aozadur a dalvez bremañ, war eeun pe dre hanterouriezh he c'hevredigezhioù kenstaget, evit miliadoù ha miliadoù a dud divroet e Bro-C'hall ha dre ar bed a bezh.

Ur poent all, pouezus kenañ, eo statud hor yezhoù ha stad kelennadurezh ar brezhoneg. O vezañ ma voe an OBE andon krouidigezh KEKB (Kuzul Etrevroadel Evit Kendalc'h ar Brezhoneg), e kas en dro he skoazell d'an holl skolioù ha kumuniezhoù oc'h ober war dro ar brezhoneg kement e Breizh hag en diavaez. E touesk ar re-mañ e soñjer evel just da zDiwan Pariz bet savet nevez 'zo. Rakluniet eo ganti kas adarre oberennoù talvoudus evit buhez ar yezh hag ar sevenadur en ur genlabourat gant an ensavadurioù sevenadurel eus Breizh.

Ur gwir plijadur eo evidomp da reiñ ivez da c'houzout e vo graet ar seizh gwellañ gant izili Breizhiz ar Bed – OBE evit kavout familhoù amerikanat gouest da lojañ en o zi ar sonerien vreizhat eus "Kevrenn an Alre" a zo o fal dont er bloaz 2007 betek Philadelphia.

Degemeret e vez gant Breizhiz ar Bed -OBE an holl Vretoned divroet a gendalc'h da zerc'hel bev spered beajourien brudet. Dalc'het e vo da ziorren hor rouedad a Vretoned divroet. Resevet eo bet nevez 'zo ur skoazell digant Kuzul Rannvro evit lakaat al lec'hienn internet hag an diaz-titouroù da genglotañ muioc'h gant an ezhommoù micherel. Ger-stur Breizhiz ar Bed a dalv atav evit an amzer a-vremañ : "Ar re o deus hiñset gouel an divroadur a rank gwiad lien kenlabour e servij Breizh."

Gant ar vrasañ plijadur e pedomp ar Vretoned dre ar bed da genlabourat ganeomp e 2007 a benn da genderc'hel diorroadur rouedad ar Vretoned divroet diouzh hol lec'hienn internet (voir le site) .

Evit BdM, ar prezidant, Per ar Rouz

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1267 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons