Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/38/38134_1.jpg
oberenn Ai'ta! er gouel etrekeltiek 2015 : stand skol-veur kreistez Breizh
- Communiqué de presse -
Gouel etrekeltiek An Oriant 2015 : oberenn Ai'ta ! stand Skol-veur Kreistez Breizh
Gourdrouzet eo ar brezhoneg da vout skarzhet er Skol-veur Kreistez Breizh. Er memes tro e kaver skolioù-meur brudet en estenvro èl Harvard pe Oxford é kelenn hor yezh pe é embann
Par Tangi Gicquel pour Ai\\'ta ! Bro Dreger le 11/08/15 1:13
:

Gourdrouzet eo ar brezhoneg da vout skarzhet er Skol-veur Kreistez Breizh.

Er memes tro e kaver skolioù-meur brudet en estenvro èl Harvard pe Oxford é kelenn hor yezh pe é embann studiadennoù yezhel diàr ar brezhoneg.

Dilezet eo bet dija an dibab « Sevenadurezh broioù keltiek ha Breizh » er Skol-veur Kreistez Breizh. Gourdrouzet eo da vout diskaret da vat an dibab diret «Brezhoneg» krouet pa oa bet savet Skol-veur Kreistez Breizh 20 blez zo. Dilezet e vo neuze hor yezh d'ar mare ma vez lidet àr un ton bras deiz ha blez skol-veur Kreistez Breizh. Get ar vezh…

Kelennet eo bet an danvez-mañ get ur mestr-prezeger e-pad blezadoù. Dilamet eo bet ar post pad erlerc'hiet get ur vakataer é chañch bep blez. Titouroù àr an dibab brezhoneg nend eus ket anezhañ ken (netra embannet àr an dibab pe gwazhoc'h c'hoazh ur gwir digelaouiñ : kelaouet e veze ar studierion ne oa ket mui ag ar brezhoneg èl dibab en distro-skol 2013 da skouer).

Prezidant ar Skol-veur a gas ur gwir politikerezh evit skarzhiñ ar brezhoneg er-maez ag ar skol-veur, daoust en em ginnig eñ èl ur yezhoniour. (Sellet doc'h an trakt e 4 yezh skignet e-pad an oberenn).

Un oberenn arouezel hon eus kaset da benn e Gouel etrekeltiek An Oriant dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh evit goulenn groñs pas hepken ar gwir da vout met ivez aotreegezhioù e brezhoneg er skol-veur ar Mor-Bihan hag evit an deskadurezh divyezhek. Hiziz an deiz e vez stummet an danvez gelennerion er skolioù-meur. Nend eus netra evit ar gelennerion divyezhek er Mor Bihan..

Daoust ma komzer adarre ag ar garta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver e Frañs , emañ treut-ki plas ar brezhoneg er gouel «etrekeltiek» .

« Keltiek » ar gouel ? peadra da ziskrediñ seurt un dra ! «keltiek» a dalv ivez evit ar yezhoù keltiek. Ha ne gaver nameit ur plas a denn ag ar folkloraj evit ar yezhoù-se ha dreist holl evit ar brezhoneg er gouel !

Document PDF trakt e 4 yezh skignet e-pad an oberenn. Source :Ai'ta !
Voir aussi sur le même sujet : gouel, etrekeltiek, brezhoneg, skol-ver, Mor-Bihan