"Ma fal din-me a oa skrivañ ul levr evit lenn war an draezhenn 'pad an hañv".
Skrivet he deus ar gwreg yaouank, distroet eus 8 bloavezh en estrenvro (Tailand da gentañ, ha war lerc'h in China), ul levr nevez, diwar goulenn Yann-Fañch.
E bro China emañ an arozez, oc'h eskemm gant postelioù he zamm vuhez hag ar c'hudennoù he deus ...
Neuze, ret e vo deoc'h gortoz gouel levrioù Karaez evit gallout gouzout petra eo ar "fake" en he romant...
Bez vo ar romant e touez an tri da lenn evit ar re 4re/eilvet. Evit ar gelennerien o dije c'hoant kregiñ d'o lenn, e c'hell ar gevredigezh kas dezho dre bostel danvez al levr : afea [at] laposte.net