E golf Saveneg eo bet degemeret disadorn tremenet strollad golferien Kentelioù an Noz.
Gant Emil Kaer eo bet kontet istor ar golf d'an daouzek sportour a-raok lezel anezho da lakaat o zreid war ar green evit goiñ ul lipous a dartezenn chokolad dindan lagad an deiz.
A-drugarez da barregezhioù ha… pasianted ar pevar monitour eo bet gouest buan ar c'holferien nevez d'ober taolioù kaer, eus an hooks d'ar sockets.
Ha penaos chom hep menegiñ ar stourm etre ur golfer naonedat hag e glub. En diwezh n'eo ket aet ar maout gant ar c'hlub...
Trugarez vras da v/Michel Daoudal evit an devezh ken plijus !