Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Editorial -
Galv ar strobineller Cesaire
Tammoù prezegenn an aotrou Prezidant er Panteon da enoriñ Aime Cesaire, barzh Karib ha galleger, pe penaos e c'heller lavarout un dra bennak hag e c'hontrol bev ?
Par Fanny Chauffin pour ABP le 11/04/11 20:49

E-barzh sal vras ar Pantheon (doare iliz-veur lik) e oa bet lakaet skeudenn bras-spontus ur baobab, gwezenn sakr anezhi, hag ar prezidant a oa just dirak o lenn ar brezegenn da enoriñ Aimé Cesaire.

Sur a-walc'h n'eus liamm ebet gant politikerezh nevez ONF a ra war-dro koadeier Bro-C'hall. Met memestra, bez e vo ur bern tud o vont da goll o labour. Gwez derv ? Re hir da greskiñ ! Troc'het. Hadañ ha plantañ faou, gwez padus ? Ket, ret eo produiñ, troc'hañ tout ar pezh a zo da droc'hañ. Gantañ ne vefe ket mui a vaobab abaoe pell war blasennoù keriadennoù Afrika.

Bras e oa Cesaire, bras e oa evel Racine, Zola, Malraux, Cesaire a gare Bro-C'hall, atav brasoc'h pa vez bras evit ar re all, pas evit e-unan.

Hag ar prezidant, ken bihan, gant ur gopr uhel-spontus, a gar Bro-C'hall nemetken ? Ha bras bro gwirioù Mab-den pa vez tud Afrika o vervel gant an aon, pe er mor etre Spagn ha Jibraltar, pa vez embannet sklaer ne vo degemeret den ebet, zoken evit studiañ e Bro-C'hall eo bras ha brav, Bro-C'hall ?

Biskoazh ne gomzas Cesaire a-enep Bro-C'hall

Nac'het en doa Aimé Cesaire bezañ interet e Bro-C'hall, ken feuket e oa gant doareoù an omniprezidant hag ar repuidi, gant tout ar gwirioù flastret, gant ar ouennelouriezh. E 2005 en doa nac'het Aimé Césaire degemer an aotrou bihan abalamour d'ar c'homzoù war perzhioù mat an trevadenniñ e levrioù skol. Ne gomze ket a-enep Bro-C'hall, a-enep gouennelourien Bro-C'hall ne lavaran ket.

Dispac'her evel Zola, gouelennour evel Toussaint Louverture ...Bugel skol ar republik,a-enep lazhadeg sevenadur ur bobl ... penaos ne c'hellfemp ket selaou anezhañ hiziv ?

Nevezinti war an douar, tudoù : ne vez ket goapaet un den liv du gantañ e Bro-C'hall, ne vez ket harzhet anezhañ war gae an ti-gar evit diskouez e gartenn-anv, ne vez ket goulennet teir gwech digantañ respont d'ar goulennoù ? Kalz diaesoc'h eo evito kavout labour, ha ne gomzan ket eus ar Vretoned, tout ar minorelezhioù a zo e Tahiti, Guyana, ... Ar re-se a c'hell komz o yezh ha bevañ o sevenadur ?

Ne c'hell ket bezañ nac'hadur an identelezhioù disheñvel ...

N'eo ket bet rediet da gomz ar yezh ofisiel bugale Japan, Breizh, Kembre, Tahiti ? Ne oa ket bet lavaret dezho “komz a rez fall” ? Ha ne oa ket bet lavaret d'ar mammoù laoskel o yezh vamm a-gostez, ar yezh a ouient komz gant o c'halon hag o c'harantez, evit komz ar yezh ofisiel, yezh an arme, ar polis, ar c'hastizoù hag ar skol ? Pet a dud a zo bet lazhet o fersonelezh dezho mod-se ? Hag o lakaat ar re vihan da ziskouez d'ar skolaer piv en doa graet ar fazi, evit gallout chom hep dougen arouez ar vezh, un tog kreion, un tamm koad skrivet “NW” (no Welsh) pe “komzet 'm eus brezhoneg “ war ur skritell vras en ur ober troioù war ar porzh ?

Emrenerezh ebet, n'en doa ket c'hoant e vefe emren Martinik...

Ha gwir eo an dra-se. Ur barzh e oa, un den en doa c'hoant e vefe dieub an den en e benn, da gentañ. Oc'h ober goap ouzh an diktatouriezhoù e oa Aimé, o tiskouez an hent dall en doa kemeret Toussaint Louverture. Gwelet en doa pegen diaes e oa en Aod an Olifant, e Mali, en Aljeria. Aon en doa e c'hoarvezfe ar memes tra. Klask bevañ gant ar bourev, gant gward an toull-bac'h, “cheñch an toull-bac'h eus an diabarzh” a veze lavaret gantañ. Met an aotrou bihan n'en doa ket, nevez zo, sikouret an dud da vezañ emren gant bombezennoù, kirri-nij brezel ... .?

Nulle revendication communautariste

Ha setu ar ger gros taolet ! Bout' zo ar re vat hag ar re fall. Pa vez fall an dud int “communautaristes”. Petra dalv ? Ne vez ket implijet ar ger-se abaoe pell, ur ger gros, ur ger implijet er politikerezh evit diskouez un doare soñjal n'eo diazezet war mann ebet. Diwall, ret eo dit bezañ eus an tu mat. Komunaotarist, terrorist, ... ar memes tra eo. Ma Doue ! Met ma vefe Aimé amañ e vefe en ur sapre fulor, ur fulor ruz, evel korventenn Karib pa grog, ha pa zistruj an tiez chik ha cheuc'h prenet gant tud Pariz evit tremen vakansoù dirak an draezhenn !

War sav en e wad ...

Aimé Césaire, n'eo ket bet lavaret ur wech ar ger "sklavouriezh" gant an aotrou bihan, n'eo ket bet lavaret ur wech istor gouzañv ar pobloù du.

Ne oa ket bet lavaret paozioù kreñv Galv ar strobineller, hag a zo kalz bravoc'h :

« De toutes nos machines réunies, de toutes nos routes kilométrées, de tous nos tonnages accumulés, de tous nos avions juxtaposés, de nos règlements, de nos conditionnements, on ne saurait réussir le moindre sentiment. Cela est d'un autre ordre, et réel, et infiniment plus élevé.

De toutes vos pensées fabriquées, de tous vos concepts triés, de toutes vos démarches concertées, ne saurait résulter le moindre frisson de civilisation vraie.

Cela est d'un autre ordre, infiniment plus élevé et sur-rationnel.

Les vraies civilisations sont des saisissements poétiques : saisissement des étoiles, du soleil, de la plante, de l'animal, saisissement du globe rond, de la pluie, de la lumière, des nombres, saisissement de la vie, saisissement de la mort.

La vraie manifestation de la civilisation est le Mythe.

Dans l'état actuel des choses, le seul refuge avoué de l'esprit mythique est la poésie.

Et la poésie est insurrection contre la société parce que dévotion au mythe déserté ou éloigné ou oblitéré... Seul l'esprit poétique corrode et bâtit, retranche et vivifie. »

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons