E Louaneg en doa diskleriet Padrig Herve e oa erruet ul lizher sinet gant kabined ar Prezidant Hollande
Komzoù resis, prezegenn gant gerioù lemm ha kreñv. Gant Padrig Herve, bet prezidant Diwan e-pad bloavezhioù hag izprezidant Kevrebreizh bremañ oa bet meneget skoazell pobloù bihan Europa, Gwadloup, La Reunion evit skol vihan Louaneg.
"Un arrouez eo skol Diwan Louaneg" evitañ : e peseurt bed hon eus c'hoant da vevañ ? Gant peseurt gwirioù ? Evit piv ? Evit peseurt dazont er vro ?