C'hoariet e vo fin miz Here ar pedervet abadenn aozet gant liseidi Karaez
Dirak 2500 bugel o deus c'hoariet ar bloaz paseet liseidi Karaez "Stroll ha diroll" e Gwenram, Naoned, Roazhon, Pempoull, ...
Ar bloaz-mañ e krogo an droiad e miz Kerzu hag e vo un eil e miz Genver. Enskrivet eo bet kalzig a skolioù dija : peder bemdez d'al lun, meurzh, yaou ha gwener. Ar bloaz paseet o doa graet berzh, gant c'hoarzhadennoù e leiz, skolaerien laouen ha raktresoù c'hoariva da heul gant ar vugale, c'hoant ganto da ober "evel ar re vras".
Dihun, Divyezh, Diwan : degemeret oa bet ar strollad tud yaouank gant an holl rummadoù divyezhek. Ar bloaz-mañ eo istor ur skiantour foll a c'hoari gant ur mekanik evit beajiñ en amzer dremenet hag en amzer da zont ... Met ur bern fazioù a vo graet gantañ !
C'hoariet e vo neuze e korn ar vugale gouel al levrioù Karaez d'ar sadorn 27 a viz Here da 3 eur, abaddenn ar strollad "Fiskal Jabadao". Evit plijadur ar re vihan hag ar re vras. Leurennniet gant Paskal Kariou ha heuliet abaoe pevar bloavezh gant ar c'helenner brezhoneg dezho, Yann-Fanch Jacq.