Piv eo Rosie Stewart ? Un Iwerzhonadez, aet ganti maout ar ganerez wellañ o chom e hanternoz ar vro. Ha George Henderson ? Ur c'haner deuet eus Northumberland. Ha Corinne Male ? Ur ganerez eus Breizh-Veur. Flore ? Valérie Imbert ? Kanerezed Vañde ha bro Naoned. Ha Lors Landat ? Paotr ar vro eo-eñ.
Ha setu un doare dic'hortoz, a-drugarez da Vrigitte Kloareg he doa pedet he mignoned kanerien, da selaou tonioù a bep seurt, mouezhioù brav eus daou du mor Breizh. Yezhoù keltiek, emit-hu ? Dre chañs e oa Lors, Brigitte, ha bugale vihan o kanañ. Nag iwerzhoneg, na kembraeg, siwazh. Saozneg, ne lâran ket ...