Deuet er-maez e-barzh niv. 334 ar gelaouenn Ya ! :
D'ar Sadorn 29 a viz Here 2011 e vo aozet ur fest-noz gant 44=Breizh hag ar gevredigezh Enorzh. Pal ar fest-noz eo skoazell an holl re o deus bet kudennoù gant ar justis evit abegoù liammet d'an adunanidigezh : en o zouez e oa bet tapet 6 den yaouank evit livadurioù a-enep da «Broioù-al-Liger».
Livadurioù «44=BZH» pe c'hoazh «Naoned e Breizh» a vez implijet ingal evit skeudennaouiñ stourm an adunanidigezh. Ouzhpenn d'ar vanifestadegoù niverus ez eo al livadurioù un doare efedus da lakaat ar gaoz war ar sujed ha da dalañ ouzh propaganda koustus «Broioù al Liger». Miliadoù pe zoken milionoù a euroioù a vez dispignet bep bloaz gant rannvro «PdL» evit ober bruderezh, hag anat eo n'eus ket kalz a zoareoù all da enebiñ outañ… Met ma vez efedus an doareoù-mañ ez int risklus a-wechoù evit stourmerien 44=Breizh, ha dav eo d'an holl bezañ kengred pa erru mare an harzadegoù hag ar prosezoù.
Abaoe krouidigezh ar bodad 44=Breizh e 2008 ez eus bet 12 stourmer yaouank barnet ha meur a brosez da heul. Hiziv-an-deiz n'eo ket echu an afer evit 6 anezho, rak kazi 30.000 euro a vez goulennet diganto evit un nebeut livadurioù hepken ! Dav eo neuze kenderc'hel da stourm ha skoazell anezho gant doareoù liesseurt, en ur aozañ degouezhioù ispisial da skouer.
Goude «Festival Naoned Calling» ar bloavezhioù tremenet ez eo bet dibabet gant 44=Breizh cheñch doare un tamm en ur aozañ ur fest-noz. Met un nozvezh stourm e vo memestra, ha rock'n'roll a-walc'h an doare da welet ar sonerezh hengounel gant ar 4 strollad o deus asantet dont da seniñ.
Gant IMG e vo kinniget ar bladenn nevez «Difennet eo skopañ Gallo !» : ur meskaj plijus gant ska ha reggae, punk-rock ha kanaouennoù hengounel ! Kanet e vez ganto e gallaoueg war temoù a-bep-seurt, a-enep d'an OGK pe evit difenn ar dud dibaper da skouer.
Ar strollad Startijenn — hag a zo brudet-mat dija ! — a zeuio ivez 'ba Bro-Naoned, goude bezañ bet en Alamagn, en Izel-Vroioù, e Slovakia pe c'hoazh e Malezia ! Teir fladenn a zo bet graet ganto dija hag ur toullad prizioù o deus rastellet a-drugarez d'o zammoù hengounel adkempennet gant luskoù nerzhus.
Meskajoù rock-elektro ha dañsoù hengounel deus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel a vo kinniget deomp gant Digresk, ur strollad savet bloaz 'zo hepken hag a ra berzh dija. Ar bladenn gentañ «Alkemi» a vo kinniget ganto e Enorzh, goude bezañ bet kinniget e Yaouank e Roazhon hag er Gouel Etre-Keltiek en Oriant !
Ur strollad deus Bro-Naoned a c'helloc'h gwelet war al leurenn ivez : Al Loar Zu. Krouet eo bet ar strollad 8 vloaz 'zo hag abaoe e meskont sonioù hengounel ha mekanikoù… Mard oc'h plijet gant ar vreudeur Morvan ha Metallica e vioc'h plijet ivez gant Al Loar Zu !
D'ar Sadorn 29 a viz Here adalek 8 eur noz, e Sal an Dudioù e Enorzh (25 km e hanternoz Naoned).
Mont e-barzh : 7 euro. Standoù kevredigezhel, boued hag evajoù war al lec'h.
Titouroù ouzhpenn : (voir le site) pe (voir le site)
IMG : (voir le site)
Startijenn : (voir le site)
Digresk : (voir le site)
Al Loar Zu : (voir le site)