Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ferhat : Glenmor berber ?
Pegen tost eo benn ar fin istor pep pobl vinorelaet, ha pegen pouezus eo an arz er stourm
Par Fanny Chauffin pour FC le 8/11/15 16:44
:

Souezhus eo da welout pegen tost eo benn ar fin istor pep pobl vinorelaet, ha pegen pouezus eo an arz er stourm

Troet en doa an "Internationale" hag "an dezertour" skrivet gant Boris Vian e berbereg. Daouzeg gwech en toull-bac'h, krouer Kevre gwirioù mab den e Kabilia, chomet e oa un arzour, heuliet gantañ studioù politikel koulskoude.

Evitañ e rank bro C'hall paouez gant aloubidigezh broioù Afrika. Ma vez brezelioù hiziv an deiz en Afrika, eo dreist-holl peogwir e oa bet divizet rannañ pobloù e meur a vro, e lec'h strollañ pobloù gant an hevelep sevenadur hag an hevelep yezh. 70% eus an Aljerianiz a vev e bro C'hall a zo berber, 40 milion a dud a gomz berbereg er bed.

Ouzhpenn d'ar vicher kaner e ra Ferhat Mehenni hiziv an deiz : politikour, arrouez spi ur bobl nann-feuls a glask mont pelloc'h, betek an emrenerezh, gant doareoù lik ha demokratel. Ha ma vefe posubl ?

Voir aussi :