per LeMoine Le Samedi 11 août 2012 09:00
Acturllrmrnt il y a à Paris des publicités en beaucoup de langues; en présenter une en breton sans la traduire en anglais ou français était une bonne façon de montrer qu'il y a à Paris beaucoup de bretonnants et que notre langue peut jouer aussi à la grande , majeure . Excellent .
Fab Le Samedi 11 août 2012 16:06
Fañch Broudig ar penn ruz ned eo ket nemet ur c'hrozmoler daonet. Evitañ ned eus nemet ar re gozh hag ar folklorourion o defe droed d'ober gant hon yezh vroadel. Dezhañ da lakaat e fri e-barzh studioù graet gant Ofis ar Brezhoneg ha neuze e welo penaos ez eus ur 15.000 bennak a vrezhonegerion en Enez-Frañs...
Den ebet ne vez lakaet diaes gant ar bruderezh savet e saozneg gant McDonald's, Apple ha me oar pe gant spagnoleg Seat, japaneg Toyota, din da c'houzout. Ar brezhoneg a laka an dud da soñjal ez eus ur yezh e Breizh : gwellañ tra "produet e Breizh" e gwirionez. Pegen laouen e vezan o welout brezhoneg en arsavioù a'r Metro !
Evit ma vefe bev ur yezh e tle bout ezporzhiet ha lakaet da dalvezout evit abegoù kenwerzhel. Ned eo ket gant ar folkloraj pe ar gomunouriezh c'hall mod-kozh e vo savetaet. Bevet an dud o deus lakaet ar brezhoneg war o bruderezh ! Ra vezint niverusoc'h-niverusañ !