Gant fea, ar gevredigezh e penn Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, e vo aozet disadorn e lise Diwan Karaez etre 10e ha 13 eur ur stummadur evit gwellaat brezhoneg an holl dud a blij dezho skrivañ ha difaziañ testennoù e brezhoneg.
Digoust eo ar stummadur, ha setu penaos e vez kinniget anezhañ gant Yann Gervern : "ar pezh a c'hellan ober, eo stummañ tud hag a vefe prest da zont meur a zevezh a-renk, evit gwellaat o brezhoneg, gwelet petra zo treuflez er brezhoneg a vez skrivet. Kemeret e vefe niverennoù diwezhañ AL, pe al levrioù nevez-deuet er-maez, ha gwelet penaos e vez levezonet gant ar galleg an dud a skriv hiziv. Trawalc'h eo kaout startijenn evit dont a-benn eus se."
Digoret eo ar stummadur d'an holl
02 98 71 74 94
06 79 14 96 87