Tolpadeg e Karaes dirak Leurenn Glenmor d'ar sul 25 a viz Here 3 eur an abardaez
Petra a fell deomp :
— Ul lezenn a waranto plas hor yezhoù er vuhez publik, en deskadurezh, a vroudo ar grouidigezh arzel ha mediaoù a raio gant hor yezhoù e gwirionez hag a vo skeudenn ha mouezh hor sevenadurioù ;
— An treuzkas galloudoù ha peadra a roio d'ar Vretoned an tu da gas war-raok o-unan o yezhoù hag o sevenadur ;
— Ul lezenn a lakao un termen da gantvedoù a zismegañs, a zistaol, a zianaoudegezh, ha n'eo ket un adkreizennañ hag un demokratelezh o vont war gil e-giz ma' z eus riskl da welet hiziv an deiz.
Evit Kevre Breizh, ar presidant Tangi Louarn
KEVRE BREIZH : Agence Culturelle de Bretagne, Agence Culturelle Bretonne de Loire-Atlantique, Association des Écrivains Bretons – Unvaniezh Skrivagnerien Breizh, Al Levrig, Amzer Nevez, Ar Falz-Skol Vreizh, Bertaeyn Galeizz, Bodadeg Ar Sonerion, Dastum, Breizh Unvan – Bretagne Réunie, Dihun, Div Yezh, Diwan, Emglev Bro An Oriant, FALSAB, Glenmor An Distro, Gouelia, Gouelioù Breizh, Gouren Breizh, Gwagenn TV, Identité Bretonne, KBP – Association des Professeurs de Langue Bretonne Paris, Kanomp Breizh, Kendalc'h, Kuzul Ar Brezhoneg, C'Hoariva, Poellgor An Tarv, Radio Kerne, Sked Brest, Skol An Emsav, Skol Uhel Ar Vro – Institut Culturel de Bretagne, Skourr Breizh Kendalc'h Keltiek, Spered Kelt, Stumdi, Ti Ar Gouren, Ti Ar Vro Kemper, Tud Bro Konk, Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, War 'l Leur.
KEVRE BREIZH, Coordination culturelle de Bretagne
Emglev bro An Oriant
12 straed Colbert, 16P
56100 An Oriant / Lorient