Embann a ra ar gouarnamant gall e vo skornet ar sammadoù postet d'ar strollegezhioù tiriad betek 2017. Hogen eo an arc'hant-se distro reizh hon tailhoù p'emañ Enez-Frañs o vont en tu kontrol dre laerezh darn vrasañ pinvidigezhioù ar rannvroioù hag an departamantoù evit ar bihanniver. Panevet ur frankiz arc'hantaouiñ ne vez tamm tu ebet da reiñ lusk hag intrudu ha da ziorren an implij.
Hervez skouer e sav kumuniezh emren Euskadi he zelloù, anezho 5 % kaset da Stad Spagn. Panevet kumuniezh emren Euskadi ha Bro Gatalonia ez afe falloc'h gant Spagn moarvat.
Dre ar sinadeg-mañ e tiskouezan kaout youl da sevel ouzh laeroñsi hon tailhoù.