Eñvorennoù beaj heuliet gant Eñvorennoù ur Brezhonegour gant Frañsez Vallée
Pa ya Vallée da veajiñ, n'eo ket d'ober touristelezh, daoust ma oar taolenniñ kaerderioù ar vro, met da gejañ gant an dud a zalc'h bev ar Geltegezh. Souezh ebet m'en em gav e Kembre, e 1911, gant Patrice Pearse, rener emsavadeg Pask 1916 e Dulenn, fuzuilhet evel Prezidant Republik berrbad Iwerzhon. E Eñvorennoù ur Brezhonegour a zo mat e-keñver Istor. E-keñver Skridvarnerezh, derc'hel soñj ne oa ket gouest Vallée da skrivañ estreget meuleudi d'ar re a rae gant yezh ar vro.
18 euro (ouzhpennañ 3 € a vizoù-kas).
Mouladurioù Hor Yezh 14 Louzaouenn-an-Hañv 22300 Lannuon 02 96 48 03 00