- Agenda -
Emvod Meur Kanomp Breizh
Emvod Meur Kanomp Breizh a vo dalc’het d’ar sadorn 25 a viz Meurzh 2023 e salioù Feurm an Telenn e Roazhon (Bali Charles ha Raymonde Tillon).
Par Le Guillou Armelle pour Fédération Kanomp Breizh le 23/02/23 10:41
Gouestlet e vo ar mintinvezh da prantadoù labour war komisionoù disheñvel :
Komision Breizh a Gan
Komision Kampionad
Adalek 2e goude-merenn e vo kroget gant an emvod meur. Distroet e vo asambles war oberezhioù ar c’hevredigezh a zo bet graet evit ar bloavezh ha studiet e vo ar rentoù-kont arc’hantel.
Kinniget e vo ivez raktresoù Kanomp Breizh evit an dazont.
Da c’houde e vo dilennet ar c’huzul-merañ ha burev nevez ar c’hevredigezh.
Klozet e vo an emvod-meur gant ur sonadeg bihan kinniget gant al laz-kanañ o tont eus Roazhon, Kan Dre Gan, renet gant Yves Le Martret.
Krouet eo bet Kevread Kanomp Breizh gant renerien al lazioù-kanañ a gan e brezhoneg, a oa izili kommision Kan Kendalc’h. Ganet eo bet dre voloñtez ar c’hengevread ha d’ar c’hompozer René Abjean, ha gant sikour rannvro Breizh. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo Kanomp Breizh.
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.