Kemerit pemp skoliad kentelioù noz, lakait anezho da brientin un istor, klaskit divinadelloù...
Rekipe abadennigoù a vez graet e-pad festival Taol Kurun eo an doare o deus dibabet aozerien ar FIL da gas un tamm brezhoneg e-kerzh ar festival. Tri c'hard eur evit tapour 15 ger disheñvel e brezhoneg, kanan ur ganaouenn, dañsal a-raok echuiñ ha mont kuit gant ur follennig liv aozet gant Gouelioù Breizh. Ha tri istor kontet, prientet ha skignet war ur skramm bras evit sikour da gompren. Mod-se, ma vank gerioù e c'hell an arvester klask o ster gant ar skeudennoù.
Kroget o doa tud Taol Kurun da amprouiñ an doare-mañ e mediaoueg Kemperle. Disul paseet e oa tregont a dud e-barzh stand bihan Egorenn ar c'hengred. Disul o tont e vo ar skipailhig e Egorenn ar gomz, just e-kichen. Evit kaout plijadur ha c'hoant da genderc'hel gant ar brezhoneg gant istor Emmy, Yann hag ar bleiz-mor, ha Yann hag ar balum. Digoust eo.