Manifestadegoù a zehou hag a gleiz, tud o stourm e pep lec'h evit dazont al leveoù. Hag evit dazont ar vro ? Nebeutoc'h nebeutañ a dud a zo bet gwelet evit kalite an dour e Lamballe, Sant Brieg, un tammig muioc'h memestra e Douarnenez, met diaes e oa kompren emzalc'h al labourerien douar, gant ar vanifestadeg aozet ganto war un dro.
Neuze, goude daou vloaz labour ar gevredigezh NPCB (Nature et Patrimoine en Centre Bretagne) e Ploure, ul labour spontus o studiañ pizh pep tra evit kinnig un teuliad resis kenañ a-enep raktres GDE, (lastez kirri-tan lakaet e-barzh an douar) e vo d'ar sadorn 13 a viz Du ur vanifestadeg vras e ker Ploure betek lec'h raktres GDE (150 arez douar, prenet teir gwech priz an douar gant GDE).
Daoust d'ar 120 kumun o deus votet a-enep ar raktres, daoust d'ar saotradur mammennoù an Elle (60 000 km, dour evet gant an dud o tont deus ar ster-mañ), daoust d'al labourerien douar ne c'hellint ket ken labourat, e vo da dud Breizh mont war hentoù kreiz Breizh an dibenn sizhun-mañ evit lavarout "NANN" d'ar raktres, daoust d'ar girri-tan niverus a vo kemeret evit mont du-se ...
Mod-all e c'hellit kas dre lizher da di-kêr Ploure ho evezhiadennoù evit an enklask "d'utilité publique" e brezhoneg (troet e galleg, dre ret).
Evit gouzout hiroc'h