Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Communiqué de presse -
Eden Bouyabès e Roazhon d'ar 15 a viz Du
Ul lec'h gant harzoù ha n'int ket sklaer an hini eo. Ur c'hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù,
Par Thomas Cloarec pour Teatr Piba le 3/10/11 12:38

Ul lec'h gant harzoù ha n'int ket sklaer an hini eo. Ur c'hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù, kollet e vemor gantañ. Eno eo e vez berniet an dremenidi a c'hortoz an treizher, un treizh nevez, pe n'eus forzh petra gant ma vo nevez. A verniadoù, a garradoù, a garigelladoù, a c'harlantezennadoù, gant trenioù pe bigi e tremenont… peogwir int tremenidi. Tud en o zouez ne glaskont ket mui, divizet ganto chom a-sav, chom aze, grwiziennañ a reont e-lec'h m'emaint, etre daou, betek an dremenvan. N'int ket « deus du-hont » , na deus lec'h all, eus lec'h m'int bet kaset gant o zreid emaint. Chom a reont o sevel o istor hag o mojennoù dezho. Annezidi « Eden Bouyabes » a ijin o buhez, gant o daouarn lous hag o yezhoù mouesk, degemer a reont n'eus forzh pe hini en o Breizh houarnaj dezho ha n'he deus anaoudegezh ofisiel ebet, nag he yezh ivez. Ne reont ket foutr kaer. Dindan o zreid e touaront ar re varv, n'eus forzh deus pelec'h e oant deuet. Pardoniñ a reont d'an holl bec'herien, aozañ a reont planedennoù meur d'ar buhezioù dister, ha diwar huñvreoù ratous e reont mojennoù evit an nevez-hañv, an hañv, an diskar-amzer pe ar goañv.


Titouroù : Gouel Yaouank 2011

Plgz : 02 99 30 06 87

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : teatr,theâtre,Rennes
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo
[ Gwelout pennadoù all Teatr Piba]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 7) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons