1995 : re vihan eo ar skol evit ar vugale, nac'het gant ar skol publik degemer ar vugale ouzh taol.
Abalamour d'an dra-se oa bet kroget gant stourm ar gerent evit kaout ur skol nevez evit lojañ an daou-ugent bugel. Ur stourm kaset asambles gant ar skolaer Herve ar Gall, ar gerent, ar gevredigezh Diwan, un nebeut politikerien ha kengred an holl dud tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg. E miz Genver 2014 e vo lidet an ugentvet Taol Kurun.