.
Bro gozh ma zadoù a zo kan broadel Breizh.
Savet eo bet ar pozioù brezhonek gant Frañsez Jaffrennoù (Taldir) diwar kan broadel Kembre, Hen Wlad fy Nhadau, a oa bet savet gant ar barzh Evan James e 1856 hag e vab James James.
Kan broadel Kernev-Veur a zo bet savet war ar memes patrom, Bro Goth Agan Tasow. http://www.brogozhmazadou.com/www/brogozh/hymne.asp
Savet e Kembre
Hervez ar vojenn e vije bet savet an ton gant James James p'edo o pourmen war lez ar stêr Rhondda. P'edo o kanañ an ton d'e dad Evan James, a oa gwiader ha barzh e Pontypridd, e voe savet ar son (ar gerioù) gantañ. Da gentañ e oa anvet Glan Rhondda(lez ar Rhondda). Kanet e voe evit ar wech kentañ e 1856, e miz Genver pe C'Hwevrer, en ur chapel gembreat anvet Capel Tabor, gant ur vaouez anvet Elizabeth John.
Degouezhet e Breizh
Savet eo bet ar gerioù brezhonek gant Frañsez Jaffrennoù (1879-1956), a oa er skol e Sant-Brieg, hag a studie brezhoneg gant François Vallée. Embannet e voe en 1898 e-barzh La Résistance de Morlaix. Moulet e voe war follennoù distag ma oa skrivet Henvelidigez
Dibabet e oa bet da gan broadel e-kerz Kendalc'h Lesneven an URB e 1903.
Roll an abadennoù :
– Diskouezadegoù d'an 19 betek ar 30 a viz Mae
— Ar c'hoñvers mor etre Breizh ha Kembre (CREDIB ), Chapel Sant Fransez, Lesneven ;
— Krouidigezh keltiek a-vremañ (Spered Kelt ), Chapel Sant Jozef, Lesneven.
– Abadennoù all :
D'an 19 a viz Mae, devezh Gouel Sant Erwan,
– 6 e noz : Digoradur an diskouezadegoù ;
– 8 e 30 : noz Prezegenn : "Ar Vro Gozh, kan broadel… pobl Khasi e Bro India" gant Andrev Bernikot, Chapel Sant Maodez, Lesneven ;
D'an 20 a viz Mae
8 e 30 noz : Prezegenn : "Al liammoù etre Breizh ha Kembre en 19vet kantved" gant Jakez Gaucher, Chapel Sant Maodez, Lesneven ;
D'an 22 a viz Mae
– 8 e 30 noz : Kanaouennoù kembraeg ha keltiek, gant Tara MacKannay, Chapel Sant-Maodez, Lesneven ;
D'an 28 a viz Mae
– 8 e 30 noz : Sonadeg vras gant bugale skolaj divyezhek Lesneven, Dom Duff ha Nolwenn Korbell, Sal Kerjezequel, Hent Plouider, Lesneven ;
D'an 29 a viz Mae
– 11e beure : Abadenn degemer ofisiel liesyezhek, kaset en-dro gant Bagad Bro-Leon ha Lirenn Lesneven, Ti an Douristed e Lesneven ;
– 2 e 30 gm : C'Hoarioù kozh eus Breizh, Sal Vras an Diduamantoù, Lesneven ;
– 3 e gm : Prezegenn : « Istor kan vroadel Kembre » gant Gwyn Griffiths, kazetenner ha skrivagner kembreat, Chapel Sant Maodez, Lesneven ;
– 8 e 30 noz : Sonadeg bras ar Vro Gozh o vodañ betek 220 kaner eus Breizh a-bezh : Kanerien Lesneven, Kanerien Sant Karanteg, Mouezh Bro Landi, Mouezh Paotred Breizh, en iliz Sant Mikael, Lesneven.
D'ar 30 a viz Mae
– 11 e : Sonadeg : Kanoù, meulganoù ha kanaouennoù breizhek ha kembraek, Chapel Sant Egarec, Lesneven.
http://www.brogozhmazadou.com/www/brogozh/ Gouel ar Bro Gozh.
Ha http://www.chorale-cote-des-legendes.com/article-gouel-bro-gozh-ma-zadou-49586553-comments.html : lec'hienn Kanerien Aod ar Mojennoù (Chorale de la Côte des légendes), lod an abadennoù, a ro liammoù davit lec'hiennoù kenrouedad ar Bro Gozh.
( voir notre article ) skrivet e saozneg gant Gwyn Griffiths diwarbenn Hen Wlad Fy Nhadau ha troet e galleg gant Jacqueline Gibson ( voir notre article ).
CREDIB : Kreizenn Enklask ha Skignadur ar Pivelezh Breizhek (Sant-Nazer) : http://credibsantnazer.hautetfort.com/
10 Straed Aristide Briand
44600 Sant-Nazer / Saint-Nazaire
Spered Kelt : Kevredigezh an Arz Nevez Keltiek : http://www.speredkelt.org/