Ur paotr yaouank a 16 vloaz, stourmer evit adunanidigezh Breizh, a zo bet harzet war an tomm o libistrañ panelloù Broioù al Liger er Mañs d'ar Meurzh 6 a viz Ebrel diwezhañ, dieubet eo bet tro 10e30 noz. Hemañ, a orin a Vro-Naoned, a zisklêr bezañ bet kunujenet e-pad an teir eurvezh ma oa chomet dindan evezh an archerien. An afer zo bet kaset da brokulor ar republik. Ur prosezadur zo bet boulc'het gant kêr Ar Mañs.