Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Dizoloiñ Foeon ar Glenan e brezhoneg
Aozet e vo ur veaj eus Konkerne betek an inizi Glenan da vont da welout Foeon ar Glenan, plant rouez-tre a gresk, er bed-holl, war peder enezenn.
Par Roland MOGN pour Skol-Uhel ar Vro / Institut Culturel de Bretagne le 14/02/18 19:31

D'ar 7, d'an 8, d'ar 14, d'ar 15 pe d'an 21 a viz Ebrel e vo aozet ur veaj eus Konkerne betek an inizi Glenan da vont da welout Foeon ar Glenan, plantennoù a gresk, er bed-holl, war beder enezenn er Glenan hepken. Ambrouget e vo ar weladenn gant daou arbennigour : Roland Mogn ha Patrick Drean. An displegadurioù ganto a vo e brezhoneg hepken, e KLT hag e Gwenedeg.

Amresis e chom deiziad ar veaj en abeg d'an amzer ha da stad ar mor hag en abeg ma 'z eo damzistabil a vloaz da vloaz ar mareoù ma teu ar foeon e bleuñv. Ouzhpenn-se, o bleuniadur a bad teir sizhun hepken.

An inizi Glenan zo anezho pemp enezenn vras : an Dorchenn, al Leue, an Dreneg, al Loc'h ha Sant-Nikolaz ha, tro-dro, un tropellad enezennigoù ha reier bihan.

Istor dizolo at foeon

Dizoloet e voe Foeon ar Glenan gant Bonnemaison, apotiker e Kemper, e 1804 ha dedennet bras e voe al louzawourien gant ar spesad-se, a zo damheñvel ouzh ur seurtad foeon a gresk er Spagn. Gwall-fonnus e oant war Enez Sant-Nikolaz e deroù an 20vet Kantved. Niver ar plant a zigreskas da c'houde, dreist-holl dre faot an douristed, ken aes ma oa dilestrañ war an enezenn. Betek deroù ar bloavezhioù 1970 e voe kutuilhet bleunioù ha tennet bulbennoù forzh pegement. Met ar plant-se ne greskont ket mat e-maez ar Glenan. Ober a reont delioù met ne reont ket bleunioù. Neuze, n'eus nemet ul lec'h er bed ma vez tro d'o gwelout e bleuñv : Enez Sant-Nikolaz. An teir enezenn all ma kreskont ivez zo difennet rik mont warno.

Ur mirva naturel

Diwar kentod an SEPNB (Société pour l'Étude et la Protection de la Nature en Bretagne, Kevredad Studiañ ha Gwareziñ an Natur e Breizh) anvet bremañ Bretagne Vivante SEPNB pe Breizh Vev, KSGwNB, e voe roet ar statud a Mirva Naturel d'al lec'h ma kresk an niver brasañ a foeon.

Ar Mirva Naturel zo 1,53 hektar dezhañ e lodenn reter an enezenn Sant-Nikolaz. An douaroù zo bet prenet gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed. Abaoe 1977, un amregad-gwarez zo bet staliet tro-dro war Sant-Nikolaz ha war an enezennigoù tost : ar Bez, al Leue hag ar Bruneg.

Mirout ar veaj

Resisaet e vo deiziad ar veaj war-dro teir sizhun a-raok. Ret e vo eta en em ragenskrivañ a-benn bezañ kelaouet e poent. Kasit pep a un adres postel da glenan2018 [at] skoluhelarvro.bzh

Kerkent ha ma vo Bruno Ferré, rener ar mirva, diarvar war mare ar bleuniadur, war an amzer ha war neuzioù ar mor, e kaso keloù. Resisaet e vo diouzhtu an deiziad da vat d'ar re o do roet o adresoù. Ret e vo da bep hini, hep gortoz re bell, en emskrivañ da virout ur plas er vag ouzh Burev Les Vedettes de l'Odet : 02 98 57 00 58.

Da zeiz ar veaj, soñjit mat erruout tri c'hardeur pe muioc'h a-raok eur al loc'hañ evit kaout amzer da vont da gemer ho pilhejoù ha da gaout ur plas mat er vag.

Mont da Enez Sant-Nikolaz : un eurvezh ma vez brav an amzer. Dont en-dro : un eurvezh c'hoazh. Pourmen war an enezenn : div eurvezh. Moien 'vo d'ar re diaes dezho bale ha d'ar vugale vihan ober an droiad hep poan : ur wenodenn e koad zo bet lakaet war an tuniennoù ha n'eo ket gwall-hir tro an enezenn, ken bihan ma'z eo.

Soñjit ervat emwiskañ diouzh an amzer : botoù bale, dilhad ouzh an avel hag ouzh ar glav, lunedoù ha togoù ouzh an heol, diouzh ezhomm ha degasit ganeoc'h gevellunedoù ha peadra da dennañ skeudennoù.

Titouroù :

- diwar-benn ar foeon hag ar mirva : (voir le site)

- diwar-benn deiz hag eur an treizh (euriadoù 2017) : (voir le site)

Priz (2017, tud a oad gour) : 38 €

Bugale 4-12 vloaz : 17 €

Bugale yaouankoc'h : 7 €

Da baeañ e Burev Les Vedettes de l'Odet e Konkerne.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons