Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/22/22479_1.jpg
photos/22/22479_2.jpg
- Dépêche -
Diwan Kup : redadeg ar skolajoù, bec'h d'ar poullroeñviñ !
Sport hengounel a veze graet gwechall e pep lec'h war bord ar mor, setu ar poullroeñviñ diouzh ar c'hiz. Trugarez da Eugene Riguidel evit bezañ labouret evit lakaat skolajoù Diwan (kelennerien, kerent, skolajidi) da bleustriñ ha da redek !
Par Fanny Chauffin pour ABP le 23/06/11 0:23

Evit ar wech kentañ en istor Diwan Kup ez eus bet aozet, e Gwened, gant Eugene Riguidel hag e skipailh, ur redadeg etre skolajoù Diwan. Siwazh, ne oa nemet daou skolaj aze : Gwened gant peder bag, ha Kemper, war bag Eugene Riguidel, mar plij ganeoc'h.

Ret e oa redek div wech gant tri den war vourzh ar vag : ur c'helenner pe ur gelennerez (ur renerez a zo bet zoken !), un tad pe ur vamm, hag ur skolajiad. Kentelioù poullroeñviñ a zo bet roet peder gwech da skolajidi skolaj ar Morbihan, a zo just dirak ar Rabine, hag a zo lec'h ar redadeg.

Koulskoude e oa bet start ar redadeg etre bag Kemper hag hini Eugene Riguidel. Konan de Parscau hag e dad a oa boazetoc'h. Koulskoude oa bet brav da welout : ar pemp bag o vont asambles, hag ar c'hengred a zo bet etre an dud. Erruet eo hini Eugene da gentañ, heuliet gant hini Kemper.

Siwazh evit ar re all, e oa kreñv an avel, ha disampart ar rederien, ha bag David ar Gall a zo bet teir gwech oc'h adtreuziñ al linenn ... evit loc'hañ. Met startijenn oa gant an holl, ha prest da adkregiñ, goude bezañ pleustret muioc'h ... e 2013 (ar Redadeg a vo er bloaz a zeu). Evit ar re a blij dezho ar sport hengounel-se, emgav war enezenn Groac'h, e penn-kentañ mIz Mezheven 2012.

DISOC'HOU

Evit "Defi ar skolajoù" (ur skolajiad, ur c'har, ur c'helenner)

- aet eo ar maout gant Skolaj Diwan ar Mor-Bihan (Konan De Parscau-Malard,Eugène Riguidel, Herri De Parscau Malard)

-eil plas razh-ha-razh : Skolaj Diwan Kemper gant G. Giraudon, F.-G Rios, Fanny Chauffin

ha Skolaj Diwan ar Mor-Bihan gant Thibaud Naegele, Alain Guillard, Tomaz Prat

-trede plas : Skolaj Diwan ar Mor-Bihan gant Gwenlyna Boucher-Durand, Pascale Boucher-Durand, Stéphanie Ménec

-pevare plas : Skolaj Diwan ar Mor-Bihan gant : Quentin Le Corvec, Gaël Le Sauce, David Ar Gal

Evit ar redadeg paolroeñvat / Course à la godille

1- Flahault Gildas (1mn55s)

2-Guillard Philippe (2mn9s18)c

3-Guillard Alain (2mn9s31c)

4-Fayot Pierre-Yves (2mn13s)

5-Grasset Denis (2mn14s)

6-Rios François-Gaël (2mn15s05c)

7-Le Monnier Hervé (2mn15s37c)

8-Darboven Manu (2mn23s)

9- Martinez Raimundo (2mn24s)

10-Férée jean-Pierre (2mn26s)

11-Jan Christian (2mn28s)

12-Riguidel Eugène (2mn29s)

13-Allain Pierrick (2mn41s)

14-Cozan Louis (2mn49s)

15-Danielo Loïk (2mn52s)

16-Chauffin Fanny (2mn58s)

17-Berthou Marie-Françoise (2mn59s)

18-Ménec Gérard (3mn7s)

19-Perron Georges (3mn9s)

20-Kervadec Jean-Paul (3mn10s)

21-DJi Bourbon (3mn17s)

22- Le Roux Gilles (3mn26s)

23-Fily Emeric (3mn28s)

24-Guillard Pierre-Hervé (5mn10s)

25-Lemaistre Safia (5mn34s)

26-Borgat Jean-François (5mn48s)

Disoc'hoù "Raid Menhirs Libres"

1- "La Patrice" gant Eugène Riguidel ha Gildas Flahault

2- "Eggregor" gant Marie-Françoise Berthou et Jean-Pierre Ferré

3- "La Rieuse" gant Raimundo Martinez ha Jean-Jacques Bourdon

Evit ar c'henstrivadegoù roeñverezh e oa bet dibabet 3 rummad gant redadegoù daou-ha-daou (350m):

- rummad "Skiff" : aet eo ar maout gant Brieuc Le Gall (51s79c)

- rummad "Yolette jeunes"(10-13 bloaz) aet eo ar maout gant akipaj Basile Collet (1mn15s)

- rummad "Yolette séniors" aet eo ar maout gant akipaj Carole Le Corre (59s)

Voir aussi sur le même sujet : stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons