Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Kevin Caillaud hag Aurélien Le Masson.
Kevin Caillaud hag Aurélien Le Masson.
- Communiqué de presse -
Distro-skol a-feson e Kentelioù an Noz
En em staliet eo ar c'hentelioù en 8 kumun e departamant al Liger-Atlantel e lec'h e vez kelennet ar brezhoneg d'an dud deuet gant Kentelioù an Noz. Lañset eo ar bloavezh da vat ! Degemer a reomp ar skolidi nevez hag an izili barrek gant plijadur vras.
Par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 21/09/10 15:24

En em staliet eo ar c'hentelioù en 8 kumun e departamant al Liger-Atlantel e lec'h e vez kelennet ar brezhoneg d'an dud deuet gant Kentelioù an Noz.

Lañset eo ar bloavezh da vat !

Degemer a reomp ar skolidi nevez hag an izili barrek gant plijadur vras.

Eürus-tre omp ivez da embann amañ hon eus tutet ur stummer nevez, Aurélien Le Masson. Aurélien a raio war-dro diorren pedagogel ar gevredigezh, asambles gant Kevin Caillaud, a labour ganeomp abaoe bloaz, d'ar c'henurzhiañ, d'ar buheziñ sokio-sevenadurel ha da sked hor framm departamant.

Gant an tuta nevez-mañ e stag Kentelioù an Noz d'ar micherelaat hag a c'hell kinnig traoù nevez, evel ur c'hleub dizoleiñ ar brezhoneg evit ar vugale etre 7 ha 10 vloaz, ur stal-labour gant ar liesvedia evit an dud deuet ha sadornvezhioù adwelet.

Strollad c'hoariva "Electrake" a vo kreñvaet gant krouidigezh ur strollad c'hoariva evit an dud deuet. Ra zeuio an holl dud intereset !

M'oc'h dedennet gant hor c'hentelioù, stalioù-labour ha dudioù a bep seurt, kit e darempred gant Kevin hag Aorelian 02 40 20 39 74

kann [at] netcourrier.com

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1240 lectures.
logo
Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
[ Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons