Ar Burev Emglev Kevredel Breizh, goude bezañ lennet programmoù an 11 listenn hag a zo vont war ar renk, n'eus kavet hini 'bet o respont d'he falioù* : degas d'ar renerezh breton ar galloud politikel assambles gant ar binvioù arc'hantel evit zichenniñ da vat madelezh ar Bobl Vreton.
En tu-hont da se, gwelout a reomp e vo votet hervez ur frammadur kempennet gant ar gouarnamant Vichy hag a droc'h al Liger Atlantel (40% hon ekonomiezh hollek) diouzh peurrest hon Vro-ni en ur nac'han grons youl ar boblans.
Setu perak an AFB-EKB a c'houlenno gant an dud pas mond da votiñ.
*sellit ouzh " Ur gouarnerezh breizhat nevez e dek poent"
Ar Burev.