Nerzh krouiñ ha fulor maer Kerien a oa mesket ...
Goude prezegenn Nicolas Morvan, prezidant ar gumuniezh kumunioù ha kuzulier rannvro, setu tro Marcel Moysan, ha n'eo ket laouen paotr ar sevenadur COCOPAQ ha maer Kerien : brav eo ar festival, met vil ar pezh a zo bet lavaret gant prezidant kuzul meur Penn ar Bed.
"Ar brezhoneg n'eo ket marv, pezh a ziskouez mat ar festival e-pad pemzekteiz". Ha bugale, Herve Lossec, ha tout ur vandennad tud o komz brezhoneg e-pad an abadennig haiku ha da c'houde, oc'h evañ pep a soubenn pe a banne bier ...