Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Devezh gouel evit an Ankou
Devezh gouel evit an Ankou
- Communiqué de presse -
Devezh gouel e ti ar gorriganed
Priz kentañ konkour bannoù treset Fea a zo aet gant Tinaig le Cor, gourc'hemennoù dezhi !
Par Fanny Chauffin pour FC le 30/06/15 13:00

Priz kentañ eil gonkour bannoù treset Fea a zo aet gant Tinaig le Cor, gourc'hemennoù dezhi !

Bannoù treset e bro Euskadi : daouzeg embannet pep bloaz en euskareg, n'int ket troidigezhioù anezho, n'int ket o tont eus lec'h all. Skrivet, treset, ha produet er vro.

E Breizh : troidigezhioù, "Paotr Louarn" ar bloaz-mañ, labour "Nadoz Vor" gant div vandenn dreset. Ha tud a grou e brezhoneg, emit-hu ?

Skolajidi Plijidi, ya, ha ' benn bloaz, muioc'h a dud ?

Evit prientiñ an distro-skol, deoc'h eo da c'houzout e vo brudet muioc'h ar genstrivadeg,ha m'ho peus c'hoant kemer lañs, setu ar pezh a vo d'ober :

- tresañ ha skrivañ un istor ur bajennad, evel an daou vloaz paseet

- dibab (h)e istor pe kemer ul lodenn eus romantoù Ewen Jacq (3 levr "Chase Vaeleg" pe an hini nevez, "Beaj Lakvern")

- kas e pdf ar blankenn da afea [at] laposte.net, a-raok ar c'hentañ a viz Mae 2016.

Prizioù : 200 euro evit ar c'hentañ priz, 100 evit an eil.

Ar pal a vefe embann e 2016 pe 2017 un albom gant bannoù treset ur bajennad kroueet e brezhoneg. Ha ma vefe an huñvre-mañ o vont da wir ?

Voir aussi :