Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Denise Le Franc : trec'h evit an eil gwech evit priz ar vugale !
Sikouret gant Mai Ewen evit skrivañ, setu Denise Le Franc, trec'h Priz ar Vugale
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 23/06/14 21:37
:

Sikouret gant Mai Ewen evit skrivañ, setu Denise Le Franc, trec'h gant an istor a gont pennadoù he bugaleaj

Skol Pleuigner, bugale sioul er c'hlas gant div skolaerez. Amañ zo skoliatet 100 bugel e brezhoneg. Ha lenn a reont Priz ar Vugale pep bloaz. Pevar levrig a oa da lenn, lennet gant ar vestrez skol, Pascale Recourt, da gentañ, ha gant ar vugale da c'houde.

Evit an abadennig o doa teir skrivagnerez (Denise, Mai Ewen, Janik)lennet o levrioù. War lerc'h e oa bet tro d'ar vugale da lenn an istor. Ha goulennoù evit echuiñ, prizioù roet ha merenn vihan evit an holl lennerien, ar re vras hag ar re vunut.

Daou levr oa bet skrivet gant Mai Ewen ha Denise, daou all gant liseidi Myriam Guillevic : Janik Baillot, Tugdual an Duigou, ha Youenn Le Bot.

Setu ar pevar levr :

1- "Avanturioù Zett", Denise Le Franc, Mai Ewen

2- "Ankou da viken", Tugdual an Duigou, Youenn le Bot

3- "Arzhur hag an evn", Janik Baillot

4- "Yaouankiz Koantig", Mai Ewen

Enrolladenn : pennad istor "Avanturioù Zett", lennet gant Sten Charbonneau (an enrolladenn a c'hellfer kaout gant afea [at] laposte.net)

Voir aussi :