Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
David ar Gall : broudañ ar c'han hag ar fent
E skolaj Diwan Gwened e vez bep bloaz darvoudoù dic'hortoz, kanaouennoù nevez ha filmoù fentus, a-drugarez d'ur c'helenner leun a ijin hag a startijenn.
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 7/02/14 21:39
:

E skolaj Diwan Gwened e vez bep bloaz darvoudoù dic'hortoz, kanaouennoù nevez, filmoù fentus, a-drugarez d'ur c'helenner leun a ijin.

ABP- Penaos eo ganet mennozh ar ganaouenn ? Deus pelec'h e teu an doare ritm-se ? 

David- Brudet eo bet ar sonenn get Anna Kendrick diàr ur sonenn savet gwerso er Stadoù Unanet. Diàr stumm ar Bluegrass eo.

ABP- Gant piv oa bet ar c'homzoù ? Hag ar sonerezh ?

David -Ar sonerezh hag ar c'homzoù a zo bet kemeret diàrni, ur filmig sonerezh savet ar blez tremenet ha brudet-tre. Goude-se em boa gwelet ar labour dispar savet get liseidi a vro Iwerzhon o doa kemeret en-dro ar sonenn ha savet o hani dezhe e gouezeleg. Un doare fiskal da roiñ un dalvoudegezh d'ar brezhoneg dre selloù ar grennarded. Bout doc'h ar c'hiz en hor yezh.

ABP- Plas ar video er skolaj ? Hag an Erminigoù a zo bet un darvoud pouezus evit kinnig filmigoù video ? 

David- Sevel a raomp filmoù a-c'houde un tri blez bennak. Filmoù evit derc'hel-soñj ag an darvoudoù a dremen er skolaj, Diwan Kup pe fest ar chistr. Bep blez e vez savet filmoùigoù er skolaj get ar re 6vet ha 3vet. Dre an Erminigoù eh eus bet roet un lec'h a bouez d'ar filmoù savet er skolaj. Ar blijadur eo da ziskouez o labour d'ar skolajidi arall ha sevel filmoù ag ar skrid d'an c'hoari. 

ABP- Ha raktresoù all zo war ar stern ? Kan ar bobl ? 

David -Ya, raktresoù arall a zo. Skipailh Sonenn an tasoù a labour àr ur sonenn arall, filmoù arall a zo prest da vout skignet hag ur ganenn a brientomp evit gellet kanal get Peio Serbielle ha Gilles Servat a-benn nebeut. Moarvat e vo plijet ar skolajidi da gemer perzh e Kan ar Bobl ar blez-mañ.

Voir aussi sur le même sujet : krouidigezh, kleweled, kan da selaou