Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Communiqué de presse -
D'ar Sadorn 23 a viz Genver 2010 eo bet roet Prizioù Frañs 3 e Sant-Teve e Bro Wened
Stad a zo e ti-embann An Alarc'h da gemenn deoc'h eo aet ar maout evit priz an droidigezh wellañ e brezhoneg gant Mark Kerrain evit Teod ar Balafenned, gant Manuel Rivas, troet diwar ar galisianeg “A lingua das bolboretas”
Par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h le 26/01/10 8:36

Stad a zo e ti-embann An Alarc'h da gemenn deoc'h eo aet ar maout evit priz an droidigezh wellañ e brezhoneg gant Mark Kerrain evit :

Teod ar Balafenned

gant Manuel Rivas, troet diwar ar galisianeg “A lingua das bolboretas”.

Al levr

Sonerezh Galiza zo anavezet e Breizh, he lennegezh avat n'eo ket. Poent e oa kavout ul levr gant danevelloù eus ar vro-hont, ha n'haller ket kinnig gwelloc'h eget danevelloù Manuel Rivas, ur skrivagner brudet en e vro. Komz a ra deomp eus e bobl, labourerien, pesketaerien, ha divroidi, doujañs ennañ ouzh an dud reuzeudik, kalet ha bresk war un dro, prest da dec'hel en o hunvreoù. Komz a ra deomp eus karantez, ouzh an dud evel ouzh ar vuhez, en tu all da gorventennoù an ebr hag an Istor.

Ar skrivagner

Bet ganet e 1957, eo Manuel Rivas ur skrivagner, ur c'helaouenner hag ur barzh a Vro C'haliza, a skriv en e yezh-vamm hag a dro e labour e-unan e spagnoleg. Anavezet eo e Bro-Spagn a-drugarez d'ar prizioù en deus resevet, ha troet eo bet meur a levr e yezhoù all, e galleg en o zouez.

An troer

Kelenner war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 eo Mark Kerrain.

priz : 6,50 € 56 pajenn 12 x 19 cm ISBN : 978-2-916835-14-3

AN ALARC'H 14 straed Louzaouenn-an-Hañv 22300 LANNUON Pgz : 02 96 48 03 00 analarch [at] brezhoneg.org www.brezhoneg.org

Gwerzh dre lizher Chekenn en anv Kuzul ar Brezhoneg + 10 % mizoù-kas

Voir aussi sur le même sujet : prix littéraire
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn