Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Carn 154...goude an AGM-2012 e-Karaez (Breizh)
. Carn-154 a zo deuet er-maez goude an AGM-12 e Breizh. Bilañs ar VodadegVeur (=AGM) a zo bet lakaet er rann Celtica, pajenn:22. Setu, trugarez bras d'an holl re a zo deuet
Par Gi Keltik pour Carn le 10/12/12 9:53

.

Carn-154 a zo deuet er-maez goude an AGM-12 e Breizh. Bilañs

ar VodadegVeur (=AGM) a zo bet lakaet er rann Celtica, pajenn:22.

Setu, trugarez bras d'an holl re a zo deuet pe o deus sikouret.

Mersi bras, dreist-holl, d'an aotrou mêr Karaez, Kristian TROADEG

ha da Visant Abazioù hag o deus degemeret ar skourroù eus ar vroioù keltiek, e-brezhoneg, mar plij!

Goude ar 50vet AGM, e ker Falkirk (Bro -Skoz), warlene, Breizh en deus loc'het an AGM kentañ, evit c'hwec'h miz, en un doare dereat, gant nerzh ha startijenn evit an amzer da zont. Un dra pouezhus

eo peogwir Skourr-Breizh en deus ezhomm brezhonegerien yaouank

evit kas an darempredoù etrekeltiek war-raok.

An AGM en deus kroget, e-giz kustum gant ur sell war an c'hwec'h bro

keltiek. Goude eo bet lakaet ur sell war ar c'hemennadennoù votet

e 2011. Trugarekaet eo bet ar Sekretour-Meur evit al labour kaset gantañ da benn evit ar Broadoù Unanet (=U.N.). Setu bremañ ar Celtic-League en deus ar gwir da heuliañ labourioù an U.N.e-giz un NGO. 'Mod all, kaset eo bet ivez war-raok doser an eCarn a-drugarez da Jakez Derouet sekretour Skourr-Breizh hag arzour ampart. Hag a-drugarez

da Skype, Bernard Moffat (DOI), chomet war Enez Vannav, abalamour

da abegoù yec'hed, en deus bet tu da votiñ, e-giz ar re all. An AGM-se zo bet efedus kenañ. Setu perak hon eus bet muioc'h a amzer

da lakaat ur sell ivez war saloñs al levrioù Karaez.

Ouzhpenn an AGM, hag e vez dalc'het e-Breizh ur wec'h bep c'hwec'h vloaz, ez eus kalz a zanvez en niverenn-mañ. Evel-just ar vro-Skoz

a ra añv eus ar referendum er bloavezh 2014. Er rann Breizh ez eus añv deus ar gevelaj Breizh-Kembre goude hini Breizh-Bro-Skoz,

e Carn-153. Al levr : Celtisme et Interceltisme Aujourd'hui : (TIR: kab [at] brezhoneg.org ), savet goude an divizoù 2010 er Skol-Veur

Su-Breizh (UBS) en Oriant, a ra berzh ! Ul levr da lenn ha da adlenn evit izili ar Celtic-League, ha kement zo...

'Mod all, Breizh a zo digor war ar bed keltiek dre ar vor gant Brest 2012 hag ar Gorsedd-Digor e Breizh hag e KerneVeur. Berzh a ra ar yezh e bro Gembre gant Meri Huws hag a zo e-karg eus ar yezh eno.

Ar stourm evit ar yezh n'eo ket nevez ! Er bloavezh 1404, O. Glyndwr en doa savet kentañ Parliamant Kembre. Er bloaz-mañ Plaid Cymru en deus divizet skoazellañ ar Skoziz evit ar referendum...War-zu Dulenn, Carn a ra añv deus tro ar vro gant skrivagnerien skosiz. An eskemmoù e-gouezeleg a zo e-kreiz ar jeu. Studiadenn an añvioù lec'h er vroioù keltiek a zo bet kaset da benn gant klaskerien, en o zouez Yann-Youenn Monig. War dachenn an ekonomiezh ez eus añv eus an Imperialism hag ar skoazell degaset gant en Europa (EMS) d'ar vro-Iwerzhon goude 2008 ! Ar goulenn a zo bet savet dirak ar justis (ECJ) gant Ao Pringle evit gouzout ma oa reizh pe get ???

E Kerne-Veur, SKY-NEWS en deus savet, dre al loarenn, ur chadenn TV nevez añvet : Cornwall channel.co.uk !!! chañs vat d'an TV-se. Dalc'homp soñj ivez : aet eo TV-Breizh d'an anaoñ peogwir n'he

deus ket bodet a-walc'h a gliantet !!! Setu stourmerien, war-raok! Ouzhpenn, an TV ez eus levrioù da lenn diwar-benn an hengoun pe

ar stourm. Hini ar yezh e Lands-End, hini ar C'homunism (R. Green), pe hini ar Rouantelezh. Arabat ankounac'haat ar c'hemennadenoù votet gant ar Celtic-League (P.:23). Bed ar Rouantelezh ha hini an istor

a vo lakaet er “National Library of Cornwall” e Redruth. Evit echuiñ deomp da veajiñ war-zu Enez Vanav evit lenn B. Stowell hag a zo deuet betek Gwengamp, evit kemer perzh er Celtic-Congress(Kendalc'h K.), gouestlet d'ar yezhoù. Evit kloazañ, dav eo deomp komz meur a yezh keltiek evit saveteiñ anezho. Labour zo war ar stern, er skolioù kenkoulz hag er ger. Evit echuiñ gant Carn-154, arabat disoñjal

lenn ar c'hemennadenoù votet e-pad an AGM-2012 !!!

Sekretour-Breizh-Branch : Gi Keltik.

Vos 1 commentaires
Pôtr ar skluj Le Mercredi 7 janvier 2015 19:50
"trugarez bras" : faute de mutation
"ar vroioù keltiek" : faute de mutation
"ur wec'h" : non, "ur wech"
" ar vor" : faute de mutation
"er vroioù keltiek" : faute de mutation
"dav eo deomp komz meur a yezh keltiek evit saveteiñ anezho" : dao eo deoh deski brezoneg a-raog deski meur a langajou keltiek...
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons