Krouidigezh nevez ar strollad la Obra staliet e Douarnenez a vo leurenniet gant ul leurennier deuet eus Guatemala.
Ur sizhunvezh ti-annez e Tregon, labour e Douarnenez, a-raok un droiad e Breizh e miz Genver hag unan all e Guatemala adalek miz C'hwevrer.
An dodenn ? Ar repuidi, ar fed bout repuad, o veajiñ tramor, o cheñch bed...
Labourat a reont gant hentennoù eus Pologn "c'hoariva ar re baour" pe hini Augusto Boal "c'hoariva ar re wasket".
Setu neuze doareoù diazezet war ar c'horf ha war ar c'hoarierien : frankiz da vont pelloc'h ouzh ar pezh a zo frammet, skrivet.
Goude ul labour war al leurenn, ret e vo d'an aktourien skrivan, ha gant ar skridoù e chomo un nebeut traoù a raio ar pezh nevez...