N'eo ket kontadenn Grimm a vo kontet amañ, met hini oa bet kontet da Varie Hélène Morvan, renerez Strollad Kallag, pa oa bihan, gant he mamm-gozh.
Dastumet e oa bet ar gontadenn-mañ gant Jude Le Paboul e koad Kamor gant ar vag a ya betek Enez Veur, hag e lec'h dont da vout roue bro Frañs, setu ar paotr deuet da vout roue Breizh.
Gant Per Jakez Helias e teue da vout roue bro Saoz. Pep hini e vod, met ar pep pouezusañ e labour strollad Kallag eo ar blijadur da welet ha da glevet un istor, distaget fraezh ha sklaer e brezhoneg, plijadur an daou c'hoarier nerzhus ha leun a fent, margodennoù savet brav gant Gepetto, kizeller Menezoù Arre, ha plijadur ar vugale hag ar re vras o sellet outo.
Selaouit hag e klevoc'h : " ur wech e oa, hag ur wech ne oa ket... "