Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Présentation de livre -
Brezhoneg Goueloù gant Ronan Koadig
Ronan Koadig, kelenner e skol-veur Roazhon 2, a ginnig dimp amañ an doare brezhonek, adwelet ha kresket, eus ur studiadenn en devoa kaset war-raok e penn kentañ er bloavezhioù 1980.
Par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h le 14/10/10 16:06

Brezhoneg Goueloù — hag a vez komzet dre vras etre Pempoull ha Gwengamp — eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutañ eus ar brezhoneg. Alies ne vez ket kemeret e kont, 'zo kaeroc'h, ha lakaet e vez da heul hini Treger. Mard eo gwir en deus kalz a berzhioù boutin gant hemañ en deus kalz a berzhioù all dioutañ e-unan ivez : e daol-mouezh da gentañ penn, e c'herioù, e droioù yezhadur... Perzhioù en deus ivez hag a vez adkavet, pe e Kernev-uhel, pe e Bro-Wened, pe c'hoazh e brezhoneg Bro-Naoned. Hag evit gwir eo un darn eus « brezhoneg ar reter » a veze komzet e Breizh-Uhel gwechall.

Ronan Koadig, kelenner e skol-veur Roazhon 2, a ginnig dimp amañ an doare brezhonek, adwelet ha kresket, eus ur studiadenn en devoa kaset war-raok e penn kentañ er bloavezhioù 1980.

150 p. – 14,8 x 21 cm – Here 2010 – ISBN 978-2-916835-20-4 – 12 € (+ 3 € a vizoù-kas)

Skignet war-eeun gant An Alarc'h

An Alarc'h

14 rue du Muguet

22300 Lannuon

pgz : 02.96.48.03.00

postel : kab [at] brezhoneg.org

lec'hienn : (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : langue bretonne
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
Cet article a fait l'objet de 1170 lectures.