Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Ur jubennour a Barlamant Navarra
Ur jubennour a Barlamant Navarra
- Communiqué de presse -
Brezhoneg - galleg : stummadur jubenniñ
Setu ar stummadur kentañ àr ar jubenniñ brezhoneg-galleg é tonet.
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 24/04/13 0:54

Ma oa kroget tud zo da gannig servijoù jubenniñ e brezhoneg (pe diàrnoñ) un nebeud blezioù zo, e chom dister an niver anezhe ha disteroc’h c’hoazh, moarvat, an niver a zegouezhioù ma vez goulennet ar servijoù-se. Monet a ra àr-gresk, neoazh, diàr goulennoù ar C'huzul-rannvro, lakaomp, ha marse aozadurioù arall. Fonnaploc’h e kreskahe c’hoazh ma vehe gouiet get an dud e bed ar brezhoneg e c’hellehent gober get ar jubenniñ evit o bodadoù-labour.

Met ne vo ket trawalc’h dezhe bout kelaouet àr ar vicher, na gouiet ema aes gober get an dafar prestet get Ofis Publik ar Brezhoneg. Afer o do a gavet tud kap d’ober getoñ. Bout zo, sur a-walc’h, hag a c’hell gober hep bout desket dezhe. Al lodenn vrasañ, avat, a vehe brav dezhe bout stummet àr ar vicher ispisial-se.

Setu neuze ar stummadur kentañ àr ar jubenniñ brezhoneg-galleg é tonet. Kanniget e vo get David ar Rouz, troour a vicher, doktor àr skiant an troiñ (skiantoù al lavar), harpet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna. Savet en deus ar stummadur é kenlabourat get an IPLV (Institut de perfectionnement en langues vivantes) hag an itron Anita Le Couédic, jubennourez anezhi ha kelennourez e-karg ag an diplom a jubennour liammiñ.

Kemer a ray-hi perzh ivez pa zay d’an Alre da gannig teir euriad kelenn àr ar sortoù jubenniñ dishañval ha degemer a ray ar strollad e Skol-veur katolik ar c’hornôg (UCO) e Anjev, 'lec’h ma oa bet staliet nevez zo logelloù jubenniñ. An 33 euriad arall a vo kaset get David ar Rouz evit lakaat an dud da bleustriñ àr ar vicher diàr danvez a bep sort.

Evit broudiñ ar c’hevredigezhioù a ra àr-dro ar brezhoneg d’ober get ar jubenniñ en o monet en-dro diabarzh (ha diavaez) emaint pedet da gemer e karg priz ar stummadur evit tud e-mesk o izili, hag ar re-mañ da jubenniñ evite 5 hanter-zevezh a-vat goude. Kerlenn Sten Kidna he deus divizet èl-se paeiñ ar stummadur da bemp ag hec’h izili d’ar muiañ.

Gellet a ray an dud paeiñ ar stummadur o-unan ivez, èl rezon, pe get sikour o implijour. Atav e vo ret d’an dud lakaat o anv e-raok an 31/05/2013 é kas ur chekenn a 150 ¤ èl ur lodenn a briz ar stummadur da gKerlenn Sten Kidna, 6 ru Joseph Rollo – 56400 An Alre, hag é lâret ivez dre bostel da zDavid ar Rouz evit miret o lec’h.

Postel ha titouroù oc’hpenn da gavet àr al lec’hienn www.trohadistro.com.

Pgz. : 06 37 15 49 71.

Strollad : etre 8 ha 10 den ; termen da lakaat e anv : 31/05/2013.

Deiziadoù 2013 : 15/06, 22/06 ha 8-9/07 (an Alre), 11-12/07 (Anjev).

Priz : etre 432 ha 500 ¤ (hrevez an niver a dud) ; a-barzh : 36 euriad stummadur, 4 fred (22/06 hag 11-12/07), monedone ag an Oriant pe an Alre betak Anjev hag herberc’hiñ 'kostez Anjev.

Aozadur : David ar Rouz, Kerlenn Sten Kidna hag an IPLV.

Stag : teuliad kannig.

Document PDF Deskrivadenn ar stummadur kentañ àr ar jubenniñ brezhoneg-galleg. Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons