Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
Lionel Buannic ha Kaouritin Hulaud o deus roet o diplomoù d'an dud a zesk brezhoneg e Bro An Alré hag o deus tremenet ar priziadennoù.
- Communiqué de presse -
Brezhoneg : 55 den tapet o diplom gete e Kerlenn Sten Kidna
D'ar meurzh 13 a viz Gouere e oa bet roet get Kerlenn Sten Kidna, an diplomoù d'an dud o doa graet berzh da geñver ar priziadennoù savet get DAO (Deskiñ
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 15/07/10 13:06

D'ar meurzh 13 a viz Gouere e oa bet roet get Kerlenn Sten Kidna, an diplomoù d'an dud o doa graet berzh da geñver ar priziadennoù savet get DAO (Deskiñ d'an oadourion). Diazezet eo ar priziadennoù-se àr portfolio european ar yezhoù. Kinniget e vezont d'an tri live kentañ (A1, A2 ha B1) nemetken. N'eus hani ebet evit al liveoù uheloc'h betek bremañ. 55 den o deus bet o diplom : gourc'hemennoù dezhe ! Heuliet o deus kentelioù e Karnag, e Lokmaria-Kaer, en Alre hag e Pleuwigner. Kaourintine Hulaud, kuzulierez rannvroel, ha Lionel Buannic (e penn lec'hienn Brezhoweb, e-lec'h ma vez skignet abadennoù tele e brezhoneg), a oa bet pedet evit reiñ an diplomoù dezhe. Gourc'hemennoù d'an holl hag a-benn an 13 a viz Gwenholon evit an distro-skol!

Kerlenn Sten Kidna : 02 97 29 16 58. stenkidna2 [at] wanadoo.fr

Voir aussi sur le même sujet : langue bretonne
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo
[ Gwelout pennadoù all Sten Kidna An-Alre]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 7) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons